Gwir Vreizhiz

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Le Clocher breton, octobre 1898, puis Hirvoudoù, gwerzioù ha sonioù dibabet gant an Aotroù Jaffrennou (Taldir), Sant Brieg, R. Prud’homme, 1899
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Bezañ zo, ’vit gwir, va mignon,
Meur a spered, meur a galon
     Kozh ’raok an oad ;
Meur a gorf yaouank daoubleget
E bev gant preñv ar bez peget,
     Dinerzh, diwad.

Ur gwall avel en deus c’hwezhet
Hag ar bleunioù zo paouezet
     Da daol c’hwezh-vat,
Hag e kavont, pebezh truez !
C’hwerv frouezh gwezenn ar vuhez
     A-raok tañvat.

D’ar re-se, ’dalv ket reiñ skoazell,
Labous troc’het e zivaskell
     Na nijo ken,
Na dervenn gamm na zigrommo,
Na gwad yenet na adtommo,
     Biken, biken !

Met, e-gin, a zo tud nerzhus
’N o gwazhied gwad tomm ha ruz,
     Feiz en o c’hreiz,
En o spered ur gwir gredenn,
’N o c’halon ’vel ur steredenn
     Karantez Breizh !

Eeun ’vel dir, kreñv ’vel houarn,
Sevel ’reont ’tre o daouarn
     Banniel o bro,
Banniel an amzer dremenet,
Ar yezh, ar c’hizioù ’neus renet
     O zud marv !

Frealziñ ’ra kalon Breizhad
Gwelet ar seurt bugale vat
     ’Tifenn o mamm,
Ha soñjal o deus dibabet
E-touez holl lodennoù ar bed
     Ar gwellañ tamm.

War re-se na drec’ho biken
Nag ar skuizhder, nag an anken
     ’Hed o buhez ;
O fenn ’zalc’hfont sonn dreist ar fank,
Ha te zo, va mignon yaouank,
     Unan oute.