Bet e oant bet
- Kentskrid
- Kan emglev ar Varzhed
- Pedenn da Santez Anna Wened
- an Delenn hag ar barzh
- Pezh a gar ar Breizhad
- Kaerder va bro
- Kerne
- Treger
- Leon
- Gwened
- Bugaleaj Breizh
- Sant Erwan er Baradoz
- ar Valaneg
- ar Pardon
- War vez un aelig
- Mor Breizh
- Bleuñv ed-du
- Son al lann
- Son ar spern-gwenn
- Son an eured
- Son fleurenn ar yaouankiz
- Son ar chistr
- Son ar gwin ardant
- Son va mestrezig
- Son ar c’hemener
- Son Nigouden
- Sonit, kleier Sant Marzhin
- Kousk, soudard Breizh-Izel
- Gwerz ar plac’hig kollet er gêr vras
- Gwerz ar soudard divroet
- Gwerz kalon Breizhadez
- Gwerz war stad ar brezhoneg
- Enor d’ar brezhoneg !
- Bet e oant bet
- Nemet unan
- ar Brasañ
- Goude koan
- En enor da Daoleziz
- Kan ar c’hegi
- Mizioù Breizh
- Distro (sonadenn)
- Diskar-Amzer (sonadenn)
- d’ar Barzh Quellien
- da Vrizeug
- da Fañch an Uc’hel
- da Brosper Proux
- da Vleimor
- Avelioù Breizh
- Disput
- ar C’havell
- Marv ar c’houer
- Hun ar barzh
- ar Pal n’e dizher ket
- Pa ne vefomp ken
E koun eus va bugale
War an hevelep ton gant Ar soudard divroet
An heol tomm pa deu da c’hoarzhin
Hag an hañv da vleuniañ lirzhin
E pep tachenn, e pep kalon,
Me ’glev ur c’hlaz o skeiñ ennon ;
O skeiñ pa degouezh din soñjal
En daou vugel am boa gwechall,
A vije bet eürus ivez
O kemer o lod er vuhez.
Met, e-pad ma kan laboused,
E-pad ma ren amourousted,
E-pad ma tro korollerien,
Int a gousk don en douar yen.
****
Bet e oa bet ur baotrez vrav,
Chentil ha fur, seder atav,
A gane ken flour hag un ael,
Ken pikus hag un durzhunell.
Ur fleurenn a Vreizh oa hounnezh
D’ar yezh ha d’ar vro mignonez ;
Hogen, ur paotr eus ar C’hreisteiz
A c’hoanteas he braventez.
Ouzh ar galon ’ranker selaou :
Setu ’oant euredet o daou,
Hag e Breizh e vleunias gante
Rozenn eürus ar garantez.
Met un devezh en em gavas,
Gant ur groaz du merket, siwazh !
Ret de’ mont, planedenn c’hwerv,
Da heul o bara da bell bro.
Ne chalas ket ar verc’hig vat,
Soñj espern d’he zud kalonad ;
Met he c’halon da virviken
Oe tizhet gant broud an anken.
Disec’hañ ’reas tamm-ha-tamm,
Pellaet diouti tad ha mamm,
Hag he bro goant, hag an avel
Bet c’hwezhet en-dro d’he c’havell ;
Pellaet keit an heol klouar,
Kuñvder an dud hag an douar,
Aer vat al lanneg hag ar mor
N’o c’hever nemet en Arvor !
Adwelout he Breizh ur pennad
He ’lakae c’hoazh da laouenaat ;
Met ar rann-galon ’yae goude
War gresk atav, war gresk bemdez.
Kaer o devoa c’hoarzhin outi
Pried tener, mab disoursi,
Ar c’hleñved a grigne bemdez.
He yaouankiz, he braventez.
Hag, ur mintin e vezheven,
E tremenas ’vel un aezhenn,
E varvas du-hont er vro bell,
He soñj atav gant Breizh-Izel.
Ur bloavezh hir he deus kousket
En un douar n’an’veze ket,
Ha sed hi bremañ deut en-dro
Da hun e bered koant he bro.
Bet eo douget ’bioù ti he zud,
Hag he c’halon zo chomet mut,
He lagad disell ouzh an ti
’Zigore ken frank eviti.
O mamm-vro garet Breizh-Izel,
Ro degemer mat da’z pugel,
Hun didrouz d’al labousig kaezh,
Diskuizh d’an askelligoù faezh !
Ar vouezh flour na vo ken klevet
O richanañ ’leizh ar gaoued ;
Er Baradoz e kan bremañ
Son gaer he bloavezhioù kentañ.
II
Bet e oa bet ur paotrig koant
Ken fiñvus hag ar bev-arc’hant,
Leun e lagad a sklêrijenn,
A-ruilh war e chouk blev melen.
Deus a vihan savet da vras,
Hent ar skol-veur a gemeras,
Hag a teskas en ur greskiñ
Kement ha ma c’heller deskiñ.
Pa voe lakaet en e spered
An holl skiant anavezet,
En e zorn an holl vokedoù
A ziwan evit an dudoù ;
Pa ’n em gavas da vezañ den,
Gouestl da vale diboan ha plaen,
’Vit ar vuhez pa voe darev,
Oe kutuilhet gant ar marv.
Ar « Guirasierien » n’o deus bet
Teir nozvezh zo diskuizh ebet,
O c’hortoz ar gerioù pounner
A nij bremañ spontus en aer ;
« War varc’h, paotred ! setu brezel ;
Bec’h d’ar Boch ha dir en avel ! »
Hag int kuit en ur c’hren-douar :
Pet a zistroio ? – Den na oar.
War harzoù Frañs ’int ’n em verniet,
Gwazed terrupl, kezeg sternet,
Er parkoù hag er c’hoadeier,
Na ti na kraou d’o degemer.
Kousket a reont tal-ha-tal,
Tud ha loened, ’vel ur chatal ;
Alies e rankont debriñ
Dre naon a-walc’h lugumaj kriz,
Hag a-wechoù ne zebront ket ;
Hag evit terriñ o sec’hed
N’o deve nemet dour c’hwerv
Tremenet war gorfoù marv.
Klevout a reont en-dro de’
An Ankoù, war nij noz ha deiz
’Kreiz an tan hag ar strakadeg,
O tarbariñ d’al lazhadeg.
Hogen, d’an noz pa vent paket
En o mantelloù da gousket,
E sav ’us d’o gweleoù pri
Huñvreoù kaer d’o frealziñ.
Kaout a ra da soudardig Breizh
Eo disoc’h ar brezel direizh,
Hag eñ distro dic’hloaz d’ar gêr,
E dud en e dro ken seder !
Hag a c’hoarzh a-greiz e galon
Ouzh e gerent, ouzh pep mignon,
Hag ouzh ar Frañs, e vro garet,
Ar Boch dindani diskaret.
Allaz ! an dihun a gas kuit
An huñvre kaer hag ar gounid ;
N’eus forzh, konfortusoc’h e vo
Adkemeret an hent garv.
Mervel ’ra tud evel kelien,
Dreist-holl ’touez an ofiserien ;
Piv en devo c’hoazh ar galon
Da ginnig e vrec’h d’ar « galon » ?
Bez dinec’h Frañs, bro venniget :
N’eus forzh pet a vo pistiget,
Pet ofiser gant ar marv,
Re all en o lerc’h a savo.
Ar « marchi » yaouank a lâre
D’e vignoned deus ar beure :
« Kenavo, paotred, ha gras deoc’h
Da chom penn-da-benn bev ha yac’h !
P’em’on galvet d’is-letanant,
Me ’heulio hep aon na damant
Hent an dever gant kadarnded :
Kenavo ’ta, kamaladed ! »
Ha kuit gant ur mousc’hoarzh laouen
Da ziambroug e blanedenn,
Hep soñjal, siwazh ! n’en devoa
Nemet c’hwec’h sizhun da vevañ.
E « Beauséjour » e zo gwall grog,
Hon faotred o tont war ’n raok,
O sevel a-dammoù war grec’h
’Klask dont a-benn eus ar c’hreñvlec’h.
Eus lein an oabl e kouezh warne
Ar spontusañ barrad arme ;
Tan ha strak, mindrailh hag houarn,
Ha trouz da derriñ divskouarn.
Galvet eo ar gompagnunezh
Da sevel ivez d’ar banvez,
Da gemer perzh en abadenn
’Vit reiñ skoazell d’an argadenn.
Hag, o vezañ nebeud a vall
Gant o soudarded da fiñval,
An daou letanant ’maez ar foz
A lamm ’kreiz an tan hag ar groz.
« War sav, paotred, deut deomp an eur
Da zougen sikour d’hon breudeur ;
Savomp prim ha kerzhomp dizoan !
Ar glavig-mañ ’ra ket a boan. »
N’eo ket ar gomz peurlavaret,
Ur pezh obuz zo ’n em gavet,
Ha skoet gantañ d’ar marv
An daou ofiser war un dro.
Unan ane’ zo marv-mik ;
Egile, bev c’hoazh un tammig,
Gloazet ’n e gein, mouget ’n e greiz,
Hennezh eo is-letanant Breizh.
Hennezh, hag a varv diwadet
Etre daouarn e soudarded,
Pell diouzh e dud, pell diouzh e vro,
Lazhet gant ar Boch divalav ;
Hennezh eo an hini ’voa bet
Ur paotrig koant, laouen-meurbet,
Blev melen, en e bevar bloaz,
O rodellat war e zivskoazh ;
E lagad tener ha lirzhin
Diwar ar varlenn o c’hoarzhin
Ouzh ur vamm yaouank a gane
D’he mab kanaouennoù Kerne.
Serret bremañ da virviken,
E zaoulagad na welfont ken
Na mamm na tad, na c’hoarezed,
Nag e Vreizh gant mor gourizet.
Met e donder kuñv he douar
Eo deut da gousket ’tal e c’hoar :
Hag o daou er memes gwele
E tiskuizhont eus o bale.
A-wechoù ’seblant an avel,
Pa deu war o bez da sevel,
Damantiñ da vleunioù ken kar
Bet kutuilhet ’raok an amzer.