Trede pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Le Gloaziou, 1903
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GWENVAR, EVEN, AR MANAC’H ha KRABAN goude 

AR MANAC’H berr war e c’horre 
Hon Salver d’ho mirout, an eil hag egile ! 

GWENVAR 
Ha c’hwi, va zad ! gwall bres ’c’heus lakaet da vale ? 
Gant poultrenn ha c’hwezenn eo labezet ho tal. 

AR MANAC’H 
O ! mar gallfe, kont veur, donet du-mañ raktal 
Un ugent pe dregont dimeus ho soudarded, 
’Vefe torfedoù bras ha gwalleurioù harzet : 
Bremazon, ’kreiz ma oa ar menec’h o pediñ, 
’Tegouezhas er chapel ur bagad divroidi. 
Pennoù du ha spontus, mouezhioù spontusoc’h c’hoazh, 
En o daouarn ruz-gwad pezhioù klezeier noazh : 
P’am eus gwel’t a stagent ar re all gant kerden, 
Me oa o son ar c’hloc’h, ’zo deut ’n ur redadenn, 
Evit goulenn sikour enep al lankoned, 
A ve graet deus oute, ’gav din, an Normaned. 

KRABAN oc’h erruout a-daol 
An tan, aotrounez kaezh, an tan er manati ! 

AR MANAC’H o taoulinañ 
Va Doue, deus ho torn ni ’rank atav sentiñ, 
Forzh pe wall pe eurvad a daol war hon gorre ; 
Na lezit ket, ’velkent, da drec’hiñ war ho re 
An dud fall dislonket gant an Diaoul er vro-mañ. 

GWENVAR 
N’hallomp ober netra, va zad, evit bremañ 
’Met risklañ en aner buhez brezelourien ; 
Hepdale ’teuio deomp keloù gant va mibien. 
Ar manac’h a sav, hag a chom kroazet e zivrec’h. 

EVEN 
Setu-mañ, plom a-walc’h, an dud yaouank distro. 

Kraban a za kuit.