Navet pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Le Gloaziou, 1903
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

GWENVAR, AR MANAC’H, EVEN, DIRLAWEN douget gant pevar brezelour, ALAN, FAWTRA, KRABAN, HILLIGERN

DIRLAWEN lakaet en ur gador gant e dougerien, ul lienenn ruz-gwad stardet en-dro d’e greiz.
Na ve morse re ger silvidigezh ar vro,
Va zad : eürus ar re skoet gant ar marv,
’Pad ma oant o tifenn douar sakr Breizh-Izel !
Me va-unan, kouezhet war an dachenn vrezel,
A rank a greiz kalon trugarekaat Doue,
P’en deus ’vit an Arvor kemeret va buhez !

GWENVAR
Petra ’rin-me bremañ, hepdout, mabig paour,
Petra ’talvezo din va danvez na va aour ?

DIRLAWEN
Un enor vras a ’poc’h, va zad : gallout lâret
’Vo marvet evit Breizh ho mab muiañ karet.

GWENVAR
Un dra bennak, va faotr, ’rafe dit un tamm vat ?

DIRLAWEN
Ya, daou dra ’c’houlennan evit mervel gant stad.
Touit din ’ta, va zad, pezh am bo goulennet
A vo graet penn-da-benn diouzhtu ’vin tremenet.

GWENVAR
Touet a ran ober hed-ha-hed evidout
Kement a c’houlennfes, gant ma vo em galloud.

DIRLAWEN
Da gentañ, pa welfoc’h serret va daoulagad,
E-lec’h chom da chaliñ, da ouelañ, d’huanat,
A lakfoc’h Hilligern da sevel evidon,
’N ur son war e delenn, ur c’han nerzhus ha don.

GWENVAR
Hag a vo graet, va faotr !

HILLIGERN
                                               Sonet e vo, Dirlawen !

DIRLAWEN
D’an eil, a vo kanet ivez ur ganaouenn
Evit rentañ omaj, meuleudi hag enor
D’Alanig al Louarn, roue nevez ’n Arvor.

GWENVAR en ur stouiñ e benn dirak Alan
Petra ’glevan ? Roue ’oc’h bet anvet gante ?
Gwell eo se : c’hwi ’gavo doujañs ha karantez
He deus foñs kement kalon a zo ’barzh va zi meur.

FAWTRA
Ha, pa ’poc’h ezhomm gwad, me ’vo, koulz ha va breur,
Prest da skuilh va hini war douar santel Breizh.

ALAN
O ! nag a levenez ’vefe hirie em c’hreiz,
E-mesk tud ken feal, ken stag ouzh o mamm-bro,
Kaset ganeomp ken ouesk an Norman diwar-dro,
Mar vije ket, siwazh ! ar paourkaezh Dirlawen…

DIRLAWEN
Be’t dinec’h, va roue : mervel a ran laouen,
Pa welan stur va bro lakaet ’tre ho taouarn ;
Ken’vo deoc’h holl ! eurvad d’Alanig al Louarn !

Mervel a ra.

GWENVAR en ur bokat dezhañ
Kenavo, va faotrig, kenavo er bed all !
’Tevo ket, a gredan, hir amzer da c’hedal.

FAWTRA en ur bokat ivez d’e vreur
Kenavo, va breur kaezh, da c’hortoz an deiz kaer
Ma c’hallin eveldout mervel ’vit an dever !

ALAN en ur gregiñ e dorn dev an hini marv
Doue d’hen degemer ’touez ar gwir Vreizhaded,
Ha da zerc’hel ’n hon bro kaezh a seurt soudarded !
Deus bremañ, Hilligern, deus da sevel ur c’han
D’ar c’hadour kalonek tremenet re vuan.

HILLIGERN en un dont da greiz an teatr

    war don Kaourantinig

    Koantañ fleurenn a oa er vro
    Zo bet falc’het gant ar marv :
    Ar blanedenn a zo garv !

    Mar ’nije bet un tamm respet
    An Ankoù dall ’vit ar gened,
    Un tamm truez mar ’nije bet :

    Ar paotr a vije pell bevet
    Evit kerent ha mignoned,
    Evit eurvad ar Vretoned.

    Met, pa ranke mont ’raok an oad,
    Da vihanañ ’kreiz an argad
    Evit Arvor ’skuilhas e wad ;

    Ha, war an dachenn a vrezel,
    ’Talc’has da stourm betek mervel
    Ouzh enebourien Breizh-Izel.

    Sec’h da zaoulagad, tad farv :
    Da vab zo marvet ’vit e vro ;
    Tad Dirlawen, sec’h da zaeroù.

    Keit hag a sono telenno[ù],
    Barzhed an Arvor a gano
    E veuleudi hag e anv.

    Ha, pa vo kousket en e vez,
    Dindan ur bern bleunioù nevez
    Kutuilhet diwar ar menez.

    Evel un heol e-kreiz e noz,
    A paro ’us dezhañ bennozh
    E genvroiz hag e dud kozh !

ALAN
Kanet brav, Hilligern ! sonioù da delenn aour
Zo pignet en Neñvoù betek va mignon paour ;
Ouzhpenn-se, bet a teus ur pezh mat er viktor
Goun’et evit an noz gant paotred an Arvor :
Rak-se, da c’hortoz kaout gwelloc’h pae gant Doue,
Me ’c’halv a’nout hirie telenner ar Roue.

HILLIGERN
’Vit ho trugarekaat, roue, ’vel zo dleet,
Me a c’houlenn bezañ gant an holl aotreet
Da sevel ’n hoc’h enor ur pennad kanaouenn.

GWENVAR
Gra diouzhtu, Hilligern, ’vit ma vo Dirlawen
O klevet heul e c’hoant, sederaet er marv !

FAWTRA
Kan eta ! rak kement kalon a zo er vro
A drido gant ar stad pa vo brudet emberr,
Nag a draoù ’neus gallet hon mestr yaouank ober :
Trec’hiñ gant pemzek kant war dremen pemp mil den,
Hag o fakañ ken brav e-kreiz un dommadenn,
Ma lamment a bep tu dijuchoc’h1 ’vit tud dall,
Hag a ruilhent en tan da vervel ’n ur yudal.
N’eo tamm eston mar ’neus ar Breizhiz gant ar joa,
Echu ar stourm, sammet Alan war o divskoazh,
Hag anvet anezhañ war an tomm roue Breizh,
Deus ar seurt rouanez na gaver ket a-leizh.

HILLIGERN a gan

    war don Ar Finister

    Chas a bell bro a oa ’n em skignet
    War douar Vreizh a-vandennoù,
    Noazh o fenn evel gedon kignet,
    O zeod ruz-gwad ’maez o genoù ,
        O klask konikled
        N’o doa ket gwelet,
    Ur pezh louarn barvek a oa dispaket,
        Moan e fri, lemm e skouarn,
        Alanig al Louarn.

    Lazhañ an dud, deviñ an tier,
    Ober brezel d’an teñzorioù,
    Drastañ an ed ’barzh er parkeier,
    Setu aze o labourioù :
        Poent eo deoc’h diwall,
        Chas ar broioù all,
    Muntrerien, laeron ha c’hwezherien tan gwall,
        Diwall a-raok dent houarn
        Alanig al Louarn.

    Un noz a oant, goude frikaoua,
    O ren ebat ha c’hoari-gaer,
    E-kreiz ma lamment deus o bravañ,
    Al Louarn o c’havas er gêr :
        Gwad ’n e grabanoù,
        Tan en e c’henoù,
    Ar spont, ar spouron en e youc’hadennoù,
        A krogas en o skouarn
        Alanig al Louarn.

    An noz-se oa klevet garmadeg
    Deus Menez-Dol betek Kernev,
    Graet oa un drailh hag ul lazhadeg
    Chas pennoù bloc’h, Normaned vev :
        Lodig oa tec’het,
        Kalz a oa devet
    Na war den pegement a gouezhas brevet
        Dindan javedoù houarn
        Alanig al Louarn.

    Bet ’neus al Louarn digant Doue
    Nerzh ha galloud ’vit ’n em difenn ;
    War an holl loened emañ roue
    Dre m’eo ken speredek e benn
        Rak-se, ’lec’h anken
        Breizh n’an’vezo ken
    ’Met levenez, peoc’h, eürusted da viken,
        Pa ’deus lakaet d’he gouarn
        Alanig al Louarn !

ALAN
Da vel zo flour, barzh kozh, ’met emañ dizingal,
Re d’ar memes hini, re nebeut d’ar re all :
Rak pep Breizhad en deus graet e zever fenoz.
Deoc’h holl eta, tud kaezh, meuleudi ha bennozh,
Ha peoc’h Doue d’ar re ’zo marvet ’vit ar vro !
’Benn daou pe dri devezh a rafomp c’hoazh un dro
War-zu kêr Sant Brieg, ’vit ma vo an Arvor
Disammet evit mat deus an holl laeron-vor.

AR MANAC’H
Meulet ra vo Doue, p’en deus roet da Vreizh
Ur gounidigezh kaer hag ur roue ken reizh !

Plouigno, 6 a vae 1901