ar C’hazh hag ar bugel

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Annales de Bretagne, XVIII, 1902, pp. 505 et ss. – Sixième prix de concours de recueil au concours organisé par l'Union Régionaliste Bretonne à Quimperlé en 1902
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

war don Petra zo nevez e Kêr-Is ?

Ur bugel war dreuzioù an ti
Oa en e goazez o tebriñ,
Gantañ en e zorn ur grampou’enn
Hag ur c’hazh bihan ’n e gichen.

Ar c’hazh ’ra fistoulik ken brav,
Ken flourik ez astenn e bav
Ma kav d’ar bugel ’neus ar c’hazh
En e geñver karantez vras.

Sed’ ar bugel kavet gantañ
Ur mignon eus ar re wellañ !
Ha kerkent e rann e grampou’enn
Da reiñ d’ar c’hazhig ul lodenn…

Ar c’hazh liper, pa ’neus tapet
An tamm ’nevoa c’hoant da gavet,
Raktal a dro kein d’ar bugel,
Ha gant e damm a dec’h pell-pell.

Neuze ar bugel difagnet
D’ar c’hazh ’oe klevet o lâret :
« Da’m c’hrampou’enn eo e oas mignon,
Ha n’eo ket din-me, ampoezon ! »