War an aod

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, P. Gadreau, 1902
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Un nozvezh eus here war an aod ’oamp azezet, 
An noz a yoa sioul-bras hag an neñv hep koabrenn, 
An houl a yoa didrouz, al loar, e-kreiz ar stered, 
          A lintre dreist hor penn. 

He dornig gwenn em dorn, hag he zal koant ouzh va skoaz, 
E chomas ur pennad hep lavaret ur ger ; 
Evelti me ’yoa sioul, dirak ur galloud ken bras 
          Hag un ober ken kaer. 

Soñjal a raemp, mantret, pegement evit an den 
An Doue ken galloudus en deus bet madelezh, 
Da reiñ dezhañ ene, da reiñ dezhañ ul lodenn 
          Eus E c’hwerc’hted ivez. 

Soñjal a raemp, ouzhpenn, ne c’haller ket er bed-mañ 
Kaout ur galon dinamm evel ar vugale, 
Ma n’eo ket gwriziennet ar feiz en den, da gentañ, 
          Hag an doujañs e Doue. 

Evel-se ni ’zalc’has, bepred, distag hor c’halon 
Diouzh kement tech hudur a c’han eus ar youloù, 
En em garet a raemp, hep nec’hamant hag hep aon, 
          ’Vel Aelez en Neñvoù. 

Eus kement soñjezon a chom eus va yaouankiz, 
Te, nozvezh kaer ha gwerc’h, a garan ar muiañ, 
En ur soñjal ennout, e teu va c’halon em c’hreiz 
          Da dridal c’hoazh bremañ.