war ton* soñjit, pec’her, ez eo ret deoc’h mervel    [sic] 

Un heol skedus d’ar mintin a lugern,
Ar pesketaer a bign ouzh beg ar wern,
Ha dreist ar vag, heñvel ouzh divaskell,
Al lien a zo digor-bras d’an avel.

Ar pesketaer a ya war ar mor don,
Leun a fiziañs ha laouen e galon,
Rak dreist e benn n’eus ket a goabrennoù,
Dindan e dreid eo berr an houlennoù.

War an tevenn e bried, e vugale,
War o daoulin, evitañ a bed Doue,
Ha ne zistroint ket war o c’hiz d’ar gear*,    [gêr] 
E-pad ma vo chomet a-wel d’an douar.

Pesked, er vag, a ziskenn a-zoare ;
E-verr e vo bara d’ar vugale,
Chom a ray c’hoazh un nebeud gwenneien
Ha chistr yac’hus a vo leun ar werenn.

Siwazh ! du-hont, setu deuet ur goabrenn ;
Al labous-mor a laosk ur griadenn ;
Ur barr-amzer a gouezh eus an neñvoù ;
Ar vag a zo distroet gant an tarzhioù.

E-tal an aod e weler d’ar beure,
En-dro d’ur c’horf, ar pried, ar vugale ;
Met e-lec’h klemm ha nac’h an Aotroù Doue,
E c’houlennont baradoz d’an ene.

Kerkent ar mab, oadet bemzek vloaz,
A lavar krenn : « Daoust ha me n’on ket gwaz !
Evidomp-holl pa’z eo va zad marv,
War ar mor don bremañ me ’ya da’m zro ! »