He boked diwezhañ
- Dedi
- Kinnig
- Kenvroiz ker eus Leon
- Annaig
- Son (1)
- Deus
- Son (2)
- War vor
- an Teodoù fall
- Hanternoz
- Egile
- Merzherez
- Anken
- He marv santel
- War an aod
- un Abardaez a viz Mae
- He boked diwezhañ
- He anv
- Amzer dremenet
- Tristidigezh
- ar Gwir vro
- Dilezet
- D’he ene
- Va-unan
- D’an dud hep kredenn
- Er vered
- Lireuenn he bez
- Goude va marv
- Da’m delenn
O c’houzout n’he doa ket da vevañ pell amzer,
Un devezh eus ebrel, va mignonez ken ker,
Gant ur vouezh izelik, a gomzas evel-henn :
« Mignon, gwel pegement an heol a zo laouen,
Ur wech c’hoazh me ’garfe mont a-dreuz ar maezioù,
Evit gallout gwelloc’h sellet ouzh an Neñvoù ;
Heol an nevez-amzer da’m c’halon zo ken c’hwek ! »
Hag hep diviz muioc’h, hi, da ouelañ dourek.
Mont a rajemp en hent, ha ni da gemeret
Ar wenodenn kuzhet he deus atav karet,
Rak en nevez-amzer oa leun a vokedoù,
Leun a freskadurezh hag a ganaouennoù.
Kement tra yoa chomet heñvel ouzh warlene,
Heñvel al letonenn, heñvel ar gwez er c’hae.
Mont a raemp goustadik, rak kazi bep kammed,
Gant ur sell hir ha lemm, ec’h ehane bepred
Dirak kement bodenn, dirak kement gwezenn ;
Met evel pa vije deuet kerkent en he fenn
Ur soñjezon bennak hag a yoa gwall grevus,
Evit klask he dalc’her gwelloc’h ouzhin e-kuzh,
E lavaras :
« Pignomp un nebeud er menez
Eus al lec’h ma welimp, gant laouenidigezh,
Ar gwenodennoù sioul hon eus darempredet,
El lec’h m’hon eus touet atav d’en em garet,
Evit ma welimp c’hoazh, ken skedus ha ken koant,
Stêr klemmus an draonienn o lintrañ ’vel arc’hant. »
O ! nag he divije karet, ar baourez klañv,
Kaout neuze divaskell, ’vel ar gwennili skañv,
’Vit gwelet, en un taol, an holl maezioù-se c’hoazh
Pere, d’an deiz war-lerc’h, ne welfe mui siwazh !
O ! nag he divije karet en defe Doue
Roet ugent vloaz hirder, eviti, d’an deiz-se !
Met an devezhioù kaer a zo re verr atav,
An heol a ziskenne, poent oa dont en distro ;
He c’halon rannet holl, beuzet en he daeroù,
E lavaras neuze kenavo d’ar maezioù.
Biskoazh, e-pad va buhez, n’em eus bet em c’halon
Kement a nec’hamant, kement e teue din aon
Da soñjal er gwalleur a yoa, ’vel ur c’hleze,
A-istribilh en aer, dreistomp, er mare-se,
A-hed ar wenodenn e teujemp war hor c’hiz ;
Neuze me ’zastumas, e-touez ar geot livrizh,
Bokedoù gwenn an hañv pere war siminal
He c’hamprig a werc’hez a lugerne gwechall,
Bokedoù gwenn pere ’lugerno war he bez,
Bep bloaz da viz ebrel, e-pad ma vin e buhez.
Na kaerañ bokedoù ! kann en he dornig gwenn !
Met lenn a reas enno, moarvat, he flanedenn,
Ur pok a roas dezho, ’vel pa dlefent bezañ,
Eus a-berzh he mignon, ar boked diwezhañ !
Ur podig koant, gant dour, o dalc’has pell amzer
En he c’hampr, gwenn ha fresk, ken livrizh ha ken kaer,
Betek ar mare kriz ma rankas o mestrez
Kimiadañ diouzh an douar ’vit palez an Aelez.
Neuze pa n’o doa mui dorn ebet d’o c’hempenn,
E teujent, truezus holl, da blegañ sioul o fenn,
Hag evel o mestrez, ar bokedoù, d’o zro,
A gouezhas, gweñvet holl gant alan ar marv.
Pep tra zo tremenet : bokedoù, mignonez !
Abaoe, war an douar e vevan en enkrez ;
Met chom a ra ganin ur mignon mat, ar feiz,
Pehini ’ro fiziañs din d’he gwelet un deiz.