Annaig

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, P. Gadreau, 1902
Danvez
Testenn en he fezh
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
pierre pronost - annaig
En hevelep levr :

Pierre Pronost - Annaig
Pierre Pronost, Annaig et Lili ha roz gouez (couverture)

Gant ar Gelted e vez kemmesket an dihun hag an huñvre, ar bed-mañ hag ar bed all, war a leverer. Se zo kaoz e kaver ken bras diforc’h etre al lennegezh eus Breizh hag hini eus Bro-C’hall, marteze.

Setu ar garantez hec’h-unan, lakaet da verc’h : Annaig en tu-mañ, Hélène en tu-se. Pa gan Pierre Pronost glanded hec’h ene, e kan Pierre de Ronsard kened he c’hig...

Emañ Annaig o vervel : ne vern, gwell a se zoken, ne vo ket saotret he feurbadelezh gant ar pemdez. Emañ Hélène o koshaat : mallozh warnezhi, pa n’he deus mui nozvezhioù e-leizh da dañva...

Gant Pierre Pronost, da nebeutañ, e vez kemmesket ar c’hlac’har hag ar feiz, ar c’heuz hag ar spi, hag evel-se e teu deomp daeroù puilh.