Ma zi bihan
da’m zud karet
ton : ar Bempoullezenn
’N un draoniennig dispar, dudius,
E disheol un dervenn uhel,
’Touez ar glazur, ar bleunioù melus,
’Lec’h ma richan an durzhunell,
Distro ha sioulik,
War lez ur wazhig,
Ma zi bihan a sav dereat,
Hanter-guzhet ’touez ar c’hoad gwer ;
Bemdez dezhañ gant pok an deiz mat
An heol ’ro e gentañ sklêrder.
Tridal ’ra ma c’halon o welet
E vogerioù sklêr ha laouen ;
E brenestroù ken brav kurunet
Gant delioù glas ur winienn ;
’Us d’e zor, skeudenn
Ar Werc’hez ’n ur jijenn* ; [?]
E borzh kloz, d’an hañv leun a c’hwezhioù,
Kelc’hiet gant ur c’hleuniad spern-gwenn,
’Lec’h ma ra an evned o neizhioù,
’N ur richanañ mil ganaouenn.
Ouzh toull e zor, bemdez, en draonienn
’Klevan ar wazh oc’h hirvoudiñ ;
Hec’h hiboud a luskell ma anken
Ha ma huñvreoù a zudi ;
Gant pebezh douster
D’an nevez-amzer
E welan en-dro d’e siminal,
’Lec’h ma rejont o neizh kentañ,
Ar gwennili skañv o tarnijal,
’N e c’houdor ev’rus o vevañ.
En tiig koant-se ez on ganet,
’C’h eo bet luskellet ma c’havell ;
E sioulder en deus degemeret
Ma c’hentañ mousc’hoarzh a vugel ;
Amzer evurus,
Eñvor dudius...
Ennañ, gant ur breur, ur c’hoar garet,
Bugaligoù glan ha dinamm,
Drant ha seder hon eus c’hoariet
Dindan selloù tener ur vamm.
’N hon ti bihan e teue buhez,
Bemdez, gant mouezh kloc’h ar Werc’hez,
Hon mouezhioù skiltr ennañ ’hed an deiz,
A dregerne gant levenez ;
Hag en-dro d’e dan,
Bemnoz goude koan,
Holl evurus en em dastumemp
’Kichen kador goad hon mamm gozh,
Hag, en ur grenañ, e selaouemp
Komz eus troioù lutun ar roz.
Ennañ, er goañv, pet nozvezh dudi
Gant mignoned vat tremenet,
Kontadennoù, c’hoarzh ha kaniri,
Gant gwrez ar chistr tomm difluket ;
Seblantiñ a rae
Tridal pa vije
E korn e oaled vras o tommañ
Ur paourig kozh war ar skabell,
O lakaat da dregerniñ ennañ,
Kanaouennoù kozh Breizh-Izel !
Ha, pedenn lâret a vouezh uhel,
Goude-se ’n hon gweleoù kloz :
Sonig tener [sklent ?] e fornigell,
Hon luskelle e-pad an noz ;
’Tre e vogerioù,
Skañv hon speredoù,
Daoust d’an arne ha d’ar gorventenn,
Daoust da gounnar an avelioù,
Dinec’h-meurbet dindan e doenn,
’Nijemp da vro an huñvreoù...
Ennañ dre ma kreskemp e furnezh,
Kentelioù ur vamm hag un tad
A had ’n hon c’halon gant evezh,
Mennozhioù kristen ha breizhad ;
Ev’rus e vevemp,
Dinec’h e kreskemp ;
Dudius e ve ar vuhegezh,
Pa ren e-barzh ar c’halonoù
Ar garantez, an unvaniezh,
Hag ar memes c’hoantegezhioù.
Bremañ n’e skeud, dindan an dervenn,
Ma spered skañv ha dishual,
Aezhenn flour war ma dremm o tremen,
Me ’blij din chom da huñvreal
Em soñjoù kollet,
Ma c’halon leugnet
Dirak kaerder dispar ma neizhig,
Laouen-holl e trid ma ene,
Hag, evurus, war ma zelennig,
Kanañ dezhañ ma c’harantez !
O lec’h dispar, ken lies pleustret,
Ha ken karet gant ma zud kozh !
O ti bihan en deus gwaskedet,
O buhez bemdez ha bemnoz !
Te ’garg ma c’halon
A zouster gwirion...
Ennout, e-kreiz ma bro Breizh-Izel,
Pell diouzh trouz ha nec’hamant,
’Karfen ivez chom betek mervel,
Tostik d’iliz ma Badeziant !!!