ar Groazig vruzunet

Genre
Contes & nouvelles
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Kement-mañ a dremene e mare an dispac’h vras, d’ar poent m’edo en he gwashañ, er bloaz 1793.

An holl ilizioù a yoa serret ! Ret e oa zoken kuzhat evit gellout pediñ ! Pebezh amzer griz e oa hounnezh !... Doue ra viro na zegouezhfe ganeomp gwelet dizale barradoù eus ar seurt-se !

D’an ampoent, koulz hag hiziv, siwazh ! skeudenn hor Salver Jezuz-Krist stag ouzh ar groaz a yoa bet taolet er-maez gant kalz a zismegañs.

E Breizh-Izel, evelato, meur a hini a gavas gwelloc’h bezañ war var da c’houzañv bep seurt poanioù hag ar marv zoken, kentoc’h eget en em zizober eus ar groaz.

En ur gêriadenn baour, an istor na lavar ket e pe du eus hor broig, ur c’hereour en doa miret mat skeudenn hor Salver benniget o vervel war ar groaz. Marvet e oa e wreg baour o stardañ anezhi war he c’halon ; ha d’an abardaez, pa veze deuet an noz, serret ha morailhet an dorioù ha mouget ar gouloù, ar paourkaezh intañv a gemere ar c’hoad sakr hag hel lakae ouzh e wele. Eno neuze, kalon-ouzh-kalon, ar Breizhad a bede a vouezh izel :

– Chom atav ganin, emezañ, peogwir n’em eus mui den. Fall e lavaran, evelato ; am digarezit ! Ur mab em eus... Hogen, petra ’dalv din fiziout c’hoazh en unan bennak war an douar-mañ ? Chom da-unan ganin, te Doue feal bepred, atav bev-buhezek, atav e pep lec’h !... Peogwir ec’h eus kemeret diganin an hini a garen, n’em eus nemet un dra da c’houlenn diganez : ro din ar galloud da labourat evidout.

Bep noz e pede en doare-se. Hogen, un devezh edo oc’h echuiñ gant ar c’homzoù diwezhañ pa glevas youc’hadennoù goapaüs. Lavaret e vije ez edod o kas ur c’harrigellad atred da ziskargañ war ar vein. Ne oe mui klevet netra goude, nemet evel trouz tud vezv o vont eus un tu d’egile d’an hent.

Hon den a zigoras e zor, ha petra ’welas ? Ur bern traoù a bep seurt. N’oa ket da lavaret, dont a rankent eus peilhadeg un ti kristen hag onest bennak. Ne fazie ket.

E-touez kalz a avaloù brein ez oa ur groaz wenn bruzunet en un niver bras a dammoù.

Ouzh bannoù arc’hantet al loar, hor Salver benniget a seblante c’hoazh bezañ leun a sked. E benn, savet uheloc’h eget ar boultrenn hag ar priadoù, a lavare bepred : bez leun a fiziañs, rak pardoniñ a ran.

– E pe stad vantrus, va Mestr, ’oc’h bet lakaet ganto ! eme ar c’hereour. Na pebezh tud fall !

Ha neuze, hep en em lakaat e poan da c’houzout pe ez oa tud o sellet outañ pe n’oa ket, e tastumas tammoù ar C’hrist. Heñvel e oa, koulz lavaret, ouzh e hini.

Hag o vezañ sellet pizh outo o-daou, setu ma teuas ur c’hoant dezhañ. N’hallje ket, kredabl eo, dont a-benn eus e vennozh ; mat e oa evelato rak ma felle dezhañ dic’haouiñ Doue diouzh an dismegañs vras a yoa nevez c’hraet outañ. An neb a gar, ne chom ket pell da glask ar pezh a c’hell ober, pep tra a dalvezo dezhañ. Tremen a eure neuze un darvoud souezhus-bras.

Dre ma laboure ar c’hereour gant ar « siment » distrempet gantañ, memproù hor Salver a stage anezho o-unan, hag a-benn ur c’hard eur ez oant staget ken kaer ma vije bet diaes disheñvelout an eil groaz diouzh eben ; ma oe ret dezhañ ober un troc’h er groaz vurzhudus evit gellout he anaout.

An amzer a yae en-dro. Teir sizhun a dremenas. Seblantout a rae e oa sioulaet ar vro, pa zeuas a-nevez un toullad dispac’herien d’ober o reuz e Bro-Vreizh. C’hoant o doa, koustje pe goustje, dont a-benn eus ar groaz gozh a yoa e pennkêr.

Setu i d’ober un dro dre an tiez hag o tegas ganto dre nerzh kement hini a gavent war o hent, mat ha fall, petra ’rae se ? Gant ma teujent a-benn eus o zaol !... Hag ar c’hanaouennoù ruz-gwad en-dro avat, ken na foeltre.

Diaes oa enebiñ, me ’lavar ; n’halled ket zoken...

Mab ar c’hereour a stourmas a-zoare : « n’eo ket me, emezañ, a yafe da ziskarañ ar groaz a zo bet savet gant va zud kozh ! » Hag ec’h enebe outo, oc’h harpañ e dreid ouzh an hent.

– He diskarañ ’ri ! eme an dorfetourien diaoulek.

O vezañ implijet e holl nerzh en ur stourmad diwezhañ, Gwenole (mab ar c’hereour) a gouezhas war bazennoù ar c’halvar, ’lec’h ma oe breset dindan an treid. Pa weljod ez oa brevet e holl izili eus an treid d’ar penn, neuze hepken eo e oe taolet evel ur bern dilhad fank, korf e vab brevet, bloñset, evel marv...

Na louzaouer, na paotr, na plac’h ebet dre eno, ha nebeutoc’h c’hoazh a leanezed !...

An tad neuze a lavaras gant ur feiz kreñv a-walc’h da loc’hañ menezioù :

– Va Doue, peogwir em eus ho treset, dresit din ivez va mab paour !...

Hag e kemeras e groaz kuzhet gantañ dindan e benn-wele, hag e kasas anezhi war gement ezel a oa torret ; evel gwechall, o touch ouzh Jezuz, e holl c’houlioù a bareas.

Kennerzhet adarre evel-se, Gwenole a lamm gant levenez, tennañ ’ra ar groaz vurzhudus digant e dad, hag e lavar :

– Pareet ec’h eus ac’hanon, Aotroù, deus da bareañ re all !

An istor ne lavar ket muioc’h. Hogen, sur ’on ec’h ouzoc’h peseurt kentel a c’hellit da dennañ anezhañ. Daoust ha na c’hoarvez ket ganeoc’h a-wechoù lavaret : « Torret eo va fenn ! Mont a ra va c’halon a-dammoù ? » Alies e vez lavaret muioc’h eget na ve lec’h da ober.

Zoken ha pa ho pefe kalz poan, poanioù korf, poanioù spered, rann-galon, peadra da gavout c’hwerv an nemorant eus ho puhez, va mignoned, me ho kas dillo da gaout an Dreser bras, Jezuz-Krist. N’eo ket en aner eo bet anvet evel-se.

Ne skuizhin ket o lavaret : roit dezhañ holl. Servijit anezhañ bepred da gentañ ; lakit anezhañ el lec’h kaerañ eus ho ti, ha n’ho pezet nep aon rak netra, na zoken rak goaperezh ho mignoned.