IX

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

AN HEVELEP RE, AN DAOU AELIG

AN AELIG KENTAÑ
E-pad an noz nedeleg-mañ, Doue en deus kemennet deomp diskenn en ti paour-mañ, karet gantañ. Da Varc’harid. Marc’harid, me eo ael mat Perig, da vugel, marvet warlene. Emañ er Baradoz ha goulennet en deus diganin ma roin dit ur pok eus e berzh. An aelig a bok da Varc’harid.

AN EIL AELIG da Vadalen
Ha me, Madalen, me eo ael mat Yannig, da vugelig. Eñ a fell dezhañ, ivez, ma pokin dit. Te ’fell dit ? Lavar. Poket a ra da Vadalen.

AN AELIG KENTAÑ
Ar vaouez paour ac’h eus degemeret en noz-mañ, Marc’harid, hounnezh eo ar rozenn vurzhudus, steredenn ar mintin, ar Werc’hez santel-meurbet, Mari hi he-unan.

AN EIL AELIG
Gant ar Mabig Jezuz dindan ar furm eus ur paotrig.

AN AELIG KENTAÑ
Gwerc’hez karet ha santel, ha c’hwi, Mabig Jezuz, plijit ganeoc’h en em ziskouez da zaoulagad laouen ho servijerezed.

AN EIL AELIG
Deuit d’o bennigen, deuit da skuilhañ al levenez war o eneoù. Ar Werc’hez Vari a zeu, dorn-ha-dorn gant ar Mabig Jezuz. He sae a zo gwenn, he gouel glas. Ar Mabig a zo gwenn e sae gant ur gouriz aour. Ur galoñs aour a sked en-dro d’e benn. An holl hag an aelez en em strink war o daoulin.