VII

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

MADALEN, ANNAIG, JANED, KATELLIG

MADALEN
Pebezh burzhud, Annaig ! pebezh tra souezhus !

ANNAIG, he daouarn e kroaz
Na c’hwi zo mat, va Doue ! Nag eñ zo kaer ar bed ! Me ho kwel, Madalen, me ho kwel, Janed ha Katellig ! Pegen koant ’oc’h ! Gwelet a ran liv ho taoulagad, blev hir va c’hoarezed o c’holeiñ o divskoazh ! Gwelet a ran, ouzh ar voger, Jezuz war e groaz ha skeudenn ar Werc’hez. Piv eo, avat, ar vaouez vat-se he deus va fareet ?

KATELLIG
Ur rouanez vras, a gav din, dilhad paour warni.

JANED
Un itron vras gouiziek ha karantezus, he deus desket kaer an holl louzoù evit pareañ ar beorien.

MADALEN
Sellit, bugale. Setu ho mamm o tont en-dro. Emaon o vont da zistreiñ da’m zi. Marc’harid a zeu en-dro.