Douar panez

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 17/08/1919
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

An oabl a oa izel, al lanneier teñval,
Da vare ar c’huzh-heol, e parroz Sant Riwall ;
Hag ar vorenn ledet a rae d’an douaroù
’Vel d’un den sebeliet ul liñser a zaeroù.

Koulskoude, e kleven endanon* kanaouenn,    [dindanon] 
Tonioù frank pe seder ha meur a youc’hadenn...
Petra en em gave e dinaou ar menez ?
Peurc’hraet oa al labour en ervennoù panez.

Hepdale, ’tal ar vourc’h e welen war an hent
Labourerien o tont gant palioù a bep ment,
Pevar a-dreñv pevar, evel hon soudarded
Pa valeont dre urzh gant o mistri renket.

Dre o c’han o tasson ouzh ribloù ar reier,
Hag o redek laouen e-mesk al lanneier,
E santis dirazon o tremen ar Ouenn-dud
A vevas her em Bro, hag a zalc’ho d’he brud :