Karr an Ankoù
- À Mr Yves-Marie Gélard
- Préface
- Kofesion
- Annaig
- Steredenn ar C’hozh-Keoded
- Pardon Sant Treveur
- D’ar barzhed eus ar C’hreisteiz
- ar Beorien
- Kanaouenn evit div vouezh
- an Disparti
- Lizher evit e c’hoar
- ur Sell diwar-lerc’h
- Diwar-benn ur c’hi
- D’ur c’henvreur
- ar Bloavezh triwec’h ha tri-ugent
- Karr an Ankoù
- Lizher eus ar gêr
- Diougan
- Ma c’halon a Vreizhad zo leun a velkoni
- Noluit consolari
- an Amzer da dont
- an Añjeluz
- Gousperoù an Anaon
I
Gwelet hoc’h eus en deñvalijenn
’Barzh an noz teñval ur sklêrijenn ?
Al luc’hed didrouz en noz teñval
Zo un ene kaezh o klask un all.
Klevet hoc’h eus goude hanternoz,
Pa n’ ganer nemet er baradoz ;
Goude hanternoz klevet hoc’h eus,
Nemet en ifern pa na ve keuz,
Evel un diskan klevet gwechall
Ur vouezhig truezus en noz dall ?
Ur vouezh-noz o c’houl’ truez, kristen,
Zo kloc’h-galv un ene o tremen.
Evel-se ur wech, na lâran gaou,
Uhel an dosenn, ar stêr en traou1,
’Us d’ar puñs war ma c’hoazez eno
Me ’glevis e traoñ karr an Ankoù :
Teir dro dre an draonienn, ha goude
’Diskargas ar c’harr ’traoñ ar menez,
E traoñ ar menez pa diskargas.
Setu ul liñsel war ar stêr bras.
Piv en deus kemeret ma dorn-me
Hag en deus ma zennet ac’hane ?
Sonet kloc’h-galv, graet ar lizher-mañ,
War dorig ma c’hambr ’meus skrivet an’.
II
’Benn ur berr amzer pa vin marv,
Ra vin kaset da vered ma bro.
Eizh ’deus soñj eus ma bugalerezh
’Vo dougerien, hep gwall sacherezh :
Rak n’eo pounner ma c’horf disec’het
Nag ul lodenn gaer ’vit ar preñved,
Ma c’horf disec’het, ’vel ur fa’enn [favenn]
Er c’hrec’h meinek pell eus an aven.
Ha ’kreiz ar vered me a garfe
’Kichen ar groaz ’ve toullet ma bez ;
Ha war ma c’hroazig anv ebet
Na bleunioù, ur barr ivin ’broudfet :
’Pad a chomo glas an ivin-se,
Pedit, tudoù, evit ma ene.
Gant na pedo war ma bez gwragez,
’Neus leñvet hini war ma buhez :
Hep goût din m’ vije ouzhon glac’har,
Re geuziek ’vijen dindan ’n douar,
’Benn ur berr amzer me a gousko
’Kichen ar groaz e bered ma bro ;
’Us d’an iliz gozh war ar c’hloc’h krenn
A sko pep mare d’ar gristenien ;
War ar c’hloc’h pa gouezho ar morzhol,
Bombell* ma c’halon na fiñvo taol ; [lamm]
War-dro hanternoz ma sav ar groz,
’Glevfet youc’hañ war-dro hanternoz :
– Nemet da’m mamm, mallozh war bep gwreg !
Ha war bep merc’h na zo kalonek ! –