Vers 563 à 582

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Krennvrezhoneg
Orin
Paris, H. Champion (embannet gant Émile Ernault), 1914
Evezhiadenn
Dalc’het hon eus gant an doare-skrivañ orin.
Treuzskrivañ
Aleksandr Ar Gall
En hevelep levr :

Quent nep meur á amser, seder pan prederas,
Bout ret dezaff meruell, hep fellel en bell bras:
Hep gouzout lech nac eur, queuz meur á quemeras
Ha da muy Pinigenn, á crenn en emdennas.

Ha cals á re arall, goude bezaff fallet,
Ouz prydiry dien, dre’n maru yen douen penet
Ha guelet na oar den, è termen ordrenet:
Da ober Pinigenn, en glen so em tennet.

Rac se auis an fet, euel maz repetaff,
Penaux couffat an maru, peheny so garuhaff:
Ara da pep heny, en em humiliaff:
Goude an materi, maz duy da reduyaff.

Ober ara goude, an tra se so real,
Dysprisaff plen enor, ha madou temporal:
Caret neubet an bet, hep doen plet de metal,
Ha bout certen en hoant, da beuaff discandal.

An trede dr’ez lëys, nep en auis discret, 
Are faeçon ha lech da lamet á pechet:
Hac ober Pynigenn, en glen quent gouffen bet:
Rac aoun goude maru yen, na ve den sourprenet.