ar Winell
Gwinell* a nij ken skañv1,
Labous an deizioù hañv,
Pleg da zivaskell,
Ha tosta, me az ped,
Da gomz d’un divroet
A Vreizh-Izel.
Me ’soñj din oa da neizh
En ur c’hornad a Vreizh,
Gwechall e Kerne :
E Gwiskriv pe ’r Faoued,
Ar Sent pe Langoned,
Gourin, Ploure...
Alies, neuze, me ’gred,
Ech eus en em bozet
War grec’h Toullaeron
War roc’h ar Vadalen
A bign uhel o fenn
Dreist ar c’hanton.
Bet ’out sur e Braouleg,
Hag e Roudoualleg,
War Gastell-Ruffel,
’Vit gwelet tourioù kaer
Bro-Wened ha Kemper,
Tro an dremmwel !
Bet ’out en Abati
– Ul lec’h leun a zudi –
War ribl an Elle...
Nag eürus ’oan gwechall
Eno o studial,
Gant tud Doue.
Bet ’out, ’pad an hañvoù,
Meur ’wech, er pardonioù
’Zarempreden-me :
Sant Urloù, sant Jili,
Santez Barbon, Koadri
Ha sant Herve...
Lâr din mar talc’h d’o feiz
Ma c’henvroiz a Vreizh
En holl barrezioù
Mard int bepred fidel
D’an ofisoù santel
Sul ha gouelioù ?...
Daoust ha na weler mui
Paotred Skaer ha Gwiskriv,
Lun o fardon bras,
’C’h ober gwall grogadoù
War maout ar gourenoù,
Er pradoù glas ?...
Na pet gwech ’glevas-te
Añjeluz ar menez
Dre ’r stankoù ’tasson !...
Da’m bro pa huñvrean,
Heñvel c’hoazh her c’hlevan,
Skiltr em c’halon.
Dre-mañ keit ma chomi,
Gwinell, klud war ma zi,
E korn an doenn ;
Pa glevin da richan,
Ankoueüs a bep poan,
E vin laouen.
Eürus ’out, evnig ker,
Te ’nijo c’hoazh emberr
Da Vreizhig-Izel...
Me, siwazh ! a ranko
Huanadiñ da’m bro
Betel mervel...
1912
1 E Leon, gwennidell, e Treger gwennili