ar Breizhad

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Feiz ha Breizh, 11/1920
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

     Yezh Kerne

En dilost-hañv, ar gwilmiked1
A weler pep tu dastumet
Evit mont, e meur a vandenn,
Pell eus Breizh d’ar broioù estren.
Dre-holl, ’lec’h ma splann an heol tomm,
Int ’ra o neizh hag a gar chom :
D’ar Breizhad ne blij bro ebet,
Nemet e Vreizh-Izel karet.

Pell eus Breizh, eñ a huanad,
Daeroù lies en e lagad
Ha melkoni en e ene,
O huñvreal ha noz ha deiz.
Soñj e vro bepred a dasson
’Vel son ur c’hloc’h en e galon ;
Ar soñj-se ’wiskell2 e enkrez
Hag a ra konfort e vuhez.

’Vel ma ve stag an iliavenn
Pe ar gwial ouzh an dervenn,
’Ve stag e ene ouzh e vro
Dre n’ouzon pet ha pet gildro :
Gwial, iliav, hep o skoazell
A c’hweñv, a zisec’h a-raok pell ;
Pell eus e vro, dre an hirnezh,
Ar Breizhad ivez ’varv lies.

Div garantez en deus mab Breizh,
Hani3 e vro, hani e feiz ;
But4 emaint d’añ ’vel divaskell
Evit nijal, en em sevel,
Dreist an hudurnaj a gontamm
Kement a galonoù dinamm,
Hag en em viret didamall
’Kreizh gwastadur heugus Bro-C’hall.

Goût a ra mat e ve kollet
Ur vro dre an droulañs5 rannet,
Kenkoulz e oar ez eo Doue
A zalc’h ar bobloù e buhez.
Eñ zo eta feal atav
Da garout Doue hag e vro,
Hag, endra m’o c’haro, lâret* :    [lârit] 
Breizh evit c’hoazh ne varvo ket... !

1 gwennilied
2 a luskell
3 hini
4 bout
5 droukrañs