Da’m ael mat

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Kroaz ar Vretoned, 23/04/1911
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ael mat, kannad Doue,
Em c’hichenig noz-deiz,
Degemer ma fedenn,
Nij d’an neñv d’he dougen.

Teñvalijenn an noz
A rent pep lagad kloz :
Dre huñvre, pep unan
A zilez droug ha poan.

Ael glan, mignon karet,
Ro din peoc’h, sioulded,
Hag e-pad ma hunin,
Na bella ket diouzhin.

Da eskell ’vit herbec’h*,    [herberch]
Me a gousko dinec’h,
Ouzh vilim hag ardoù
An holl drouk-speredoù.

Warc’hoazh, da c’houloù-deiz,
Kentañ soñj va ene,
’Roan deoc’h da gemer,
Kas ’ne’añ da’m c’hrouer.