an Neizh

E-kreiz ur vodenn lann, pemp labous, en un neizh,
Digor o daoulagad abaoe gouloù-deiz,
A c’hed didrouz o mamm aet, kerkent ar beure,
Da glask un nebeud boued evit he bugale.

        DISKAN

    Bugaligoù, na rit ket a vrezel
    Biken d’al laboused,
    Soñjit, p’edoc’h…

Pierre Pronost (1861-1909)
an Oc’hen er feunteun

Heuilhet gant un den kozh pevar ejen melen
A welis er garrhent goustadig o tiskenn
Evit dont da zourañ ’goueled penn-kêr al Lab,
’Lec’h e vez alies gant al loened diskrab.

An amzer a oa yen ; an oc’hen morzennet
A soube diegus o muzell en dour-red.
Koulskoude, ’vel kustum, o mestr karantezus
A c’…

Yves Picart (1859-1925)
an Tousegi

Goude an arneñv, an tousegi
a gan en arselin,
a gan, pa vez o noziñ,
ar c’han a blij din.

E glebor ar geotoù,
o c’han zo hiraezhus,
e sioulded an nozioù,
an nozioù kenedus.

An tousegi, war lez an hent,
a gan o hiraezh,
hag huñvreoù dianavez,
en…

Jakez Riou (1899-1937)
ar Balafenned gwenn

Pa zigor en hentoù ar bleunioù a garan,
e c’han, er beure hañv, ar balafenned gwenn.

En hentoù gwaskedet, brizh-heoliet o leton,
– gwenan o safroniñ, eostiged o kanañ –
e frond tanav ar gwezvoud,
e nij ar balafenned, ar balafenned hañv.

E kammigellont dibreder,
en hentoù…

Jakez Riou (1899-1937)
ar Bourvig

Stag ouzh ar groaz war ar c’halvar,
Jezuz, hor Salver, gant glac’har,
’Gleve tud kriz diouzh hen goapaat
’Pad ma skuilhfe ’vite e c’hwad ;
E ene beuzet en anken,
N’en doa konfort en e dremen
Nemet eus e vamm benniget
Hag eus e abostol karet.

Mervel a ra : un noz teñval
En em led war ar…

François Le May (1852-1916)
ar C’honikl

En ur gwaremm alaouret
Gant bleuñv melen al lann,
Ar c’honikl a zo ganet
Etre daou skourr balan ;
Puchet ez eo ken bravik
War ur gwele raden,
Hag e benn zo ken koantik
Gant daoulagad melen !

Her gwelet ’ran a-wechoù,
Kerkent deuet ar beure,
O redet er c’hrinennoù,
Ken seder…

Pierre Pronost (1861-1909)
ar Goukou

Diskabell evel diarc’hen,
Bugelig gae pa reden
Er c’hrinenn leun a vokedoù,
Va c’halonig a dride,
En ur wezenn pa gane
Rouanez ker an hañv, ar goukou.

Ouzh brec’h va muiañ-karet
A dlee bezañ va fried,
Pa zistroen eus ar pardonioù,
Va c’halon, kreñv, a lamme
Em c’hreiz, bep gwech…

Pierre Pronost (1861-1909)
ar Winell

Gwinell* a nij ken skañv1,
Labous an deizioù hañv,
     Pleg da zivaskell,
Ha tosta, me az ped,
Da gomz d’un divroet
     A Vreizh-Izel.

Me ’soñj din oa da neizh
En ur c’hornad a Vreizh,
     Gwechall e Kerne :
E Gwiskriv pe ’r Faoued,
Ar Sent pe Langoned,
     Gourin, Ploure...

Alies, neuze, me ’gred,

François Le May (1852-1916)
Balafenn

          Bemnoz,
kerkent ha ma veze ar gouloù war enaou,
em c’hambr dizarempred e nije ur valafenn,
hag e c’hoarie er sklêrijenn,
bemnoz, bemnoz, evel va huñvreoù.

          E sklêrijenn o krenañ e krene an eskell,
ha bemnoz ha bemnoz,
e tenesae dibreder ouzh ar sklêrijenn c’hell,
ar…

Jakez Riou (1899-1937)
Distro ar saout

Pa weler ar moged
     Astennet
’Us da diegezhioù
     Ar maezioù,
Ar saout a zegaser
     Da bep kêr.

A-dreuz ar c’harrhentoù,
     Ar poulloù,
Difonn ar bioù tezhiek
     Ha korniek,
’Koulz hag al leue bihan,
     A ehan
’Vit dourañ e stankoù
     Ar straedoù…

Yves Picart (1859-1925)
Diwar-benn ur c’hi

Harzh ’ta, ki mat, ouzh al laeron 
Hag ar c’hanfarded difeson 
Nemet warnon-me ur wech all. 
Rak n’on na kanfard na laer fall. 

War gap e revr e toull an nor 
Ur penn euzhus, e geol digor, 
Eus treuzioù an nor na fiñve 
Na da harzhal na baoueze ; 

Hag eñ ’harzhe ’…

Narcisse Quellien (1848-1902)
Djali

Djali, va gavrig ken karet,
O, petra ’out deut da vezañ ?
Skrapet gant daou zen kounnaret,
E pelec’h ’out aet da gouezhañ ?

Piv en divije lavaret
’Vijent kriz a-walc’h da’m lazhañ !
Dit ’out va c’halon glac’haret,
Ha red va soñjoù diwezhañ.

Te oa va dousig mignonez…

Jean Cadiou (1834-1897/)
Fri Du

Fri-Du, ki gward e Lezvurig,
Oa deut lureüs un tammig,
Skañv evel ur bizourc’h gwechall,
Ne glaske ’met redek, fringal ;
Dre ar gozhni e zivesker
Deut, allaz ! baotek ha pounner,
Ne gare mui na chaseal,
Na diwall deñved pe chatal ;
Gwell oa gantañ tostik d’an tan
Diwall Margeid da aozañ koan.
Jozon, e vestr…

François Le May (1852-1916)
Kan ar c’hegi

Karout a ran klevet en noz kan ar c’hegi,
Aketus, diankoua, hep aon na diegi,
Sonn a greiz holl, diwar an eil klud d’egile,
Pep hini ’laosk e damm galvadenn da vale.
Darn a gan dic’halloud, darn all skiltr pe raouiet,
Lod a zistag sonioù burzhudus da glevet ;
Met holl, bras ha bihan, talvoudek ha dister,
War ged atav, daoust…

Toussaint Le Garrec (1862-1939)
Kroaz an hent

Evnig a gan er c’hoad uhel,
Ha melenig e zivaskell ;
E galonig ruz, e benn glas ;
Evnig a gan ’beg ar we’enn vras.

Abredik mat eo diskennet
War lezenn treuzoù hon oaled,
Keit ha ma oan gant ma fater :
– Evnig mat, petra a glasker ? –

Kement a c’herioù ’neus lâret,…

Théodore Hersart de La Villemarqué (1815-1895)
la Chanson de l’abeille

À l’heure où l’aurore embrasée
Rougit les gouttes de rosée,
Purs diamants sur l’herbe épars ;
A l’heure où sa clarté vermeille
Vient au grand chêne où je sommeille,
Je sors de mon nid et je pars.

Les roses qui viennent de naître
Ont une senteur qui pénètre
Mon dorps soyeux et velouté ;

Adrien de Carné (1854-1943)
la Chanson des Grillons

Quand le soleil d’été scintille,
Quand la diligente faucille
Passe et repasse dans les blés,
Ma voix stridente et monotone
Se mêle à la chanson bretonne
Des moissonneurs aux teints hâlés,

Quand vient la nuit, quant tout s’efface,
Quand la grande nature est lasse,
Je veille seul, je veille…

Adrien de Carné (1854-1943)
les Lucioles

La nuit ! voici la nuit, sereine et magnifique,
La mer a les rayons du phare pacifique,
Le firmament l’étoile éclose dans l’azur.
L’air a les feux follets, craintifs comme des âmes,
Et les champs ténébreux ont nos timides flammes,
Nos rustiques flambeaux dont l’éclat est si pur.

Les plaines qu’embrasait…

Adrien de Carné (1854-1943)
les Mouettes

    À Madame Edmée Bénac

L’eau brumeuse de la rivière
S’éveille dans le matin clair.
Du fond calme de l’estuaire
Voici monter, monter la mer.

Elle entre au cœur de la vallée
Comme un brusque jet de sang fort,
Et sa rude haleine salée
Ressuscite le pays…

Anatole Le Braz (1859-1926)
les Vaches

Avant de regagner la vieille métairie,
Les vaches viennent boire au bas de la prairie.

Sur leur peau, douce et lisse, on voit, à tout moment,
Passer et repasser un long frémissement.

Sous les arbres obscurs qu’une onde fraîche arrose,
Leurs yeux pensifs ont l’air de fixer quelque…

Adrien de Carné (1854-1943)
l’Oiseau inconnu

C’est l’oiseau qui chante au village, 
Oiseau triste et mystérieux, 
Dont l’aile n’est jamais volage, 
Et qui ne cherche que les cieux. 

Il a délaissé la charmille, 
Ses nids d’autrefois sont déserts ; 
Seulement, dès qu’un rayon brille, 
Il s’envole au plus haut des airs. 

Édouard Turquety (1807-1867)
Marc’h Salomon

    d’an aotroù Kerdilez, medisin-loened en arme

’Vit pep loen ’vel pep den ez eus, ’pad ar vuhez,
A-berzh e sant patrom disheñvelidigezh ;
Hemañ a zo karget da servijañ ’n aotroù,
Hennezh da labourat liesañ er parkoù.
’Vel-se marc’h Salomon1, dre gemenn Sant Herbod,
’Sikoure er…

Yves Picart (1859-1925)
Marv ar c’hi

Ur vintinvezh, da foar vras Lesneven,
Ar paourkaezh Tom a dorras e chadenn.
Hogen e vestr, a-dalek ar beure,
A yeas en hent, gant ul loen, d’ar foar-se.
Dihun abred, ar c’hi Tom o gwelas
O vont er straed, etrezek an hent bras.
Teñval e benn, hag e lost war ziskenn,
En ur c’houesa[at], setu da Lesneven
Eñ da redet ; buna…

Pierre Pronost (1861-1909)
Min-Du

Adalek ar mintin, da foar vras Lesneven,
Al leue bihan a zo dispartiet diouzh e vamm,
Hag abaoe, Min-Du, teñval-meurbet he fenn,
Ne ra nemet blejal ha ne beur ket un tamm.

Paotr ar saout, nec’het bras, ne c’hall ket he diarbenn,
Rak en despet dezhañ, dreist kement kleuz e lamm ;
O klask e leue bihan er…

Pierre Pronost (1861-1909)
Noz an Nedeleg

Sonet an ofer’n hanternoz ; 
Ar Gristenien aet d’ar barroz, 
Nemet Yann Kouer ’zo ’barzh an ti 
Hag al loened er marchosi. 

En oaled ar c’hef a c’hlaoue, 
Ha Yannig Kouer a vorgouske, 
Marv an tan e-barzh e gorn, 
Alc’hwez ar c’hraou gantañ ’n e zorn. 

An Nedeleg…

Narcisse Quellien (1848-1902)
Papillons de mer

    À Pierre Laurent

On les voit s’en venir en bandes,
A la prime aube, tout le long,
Le long des palus et des landes,

Glissant de-ci, de-là, selon
Leur humeur folâtre et changeante,
Et tout bleus dans le matin blond.

O les dunes que l’aube…

Charles Le Goffic (1863-1932)
Pichon

Pichon, a lavare va zad,
A yoa glas en e yaouankiz ;
D’ar foar, kerkoulz ha d’ar marc’had,
Pa’z aen gant sac’hadoù gwinizh,
An holl a chome sebezet
En ur welet ul loen ken kaer ;
Ma n’em bije ket her c’haret,
Pichon a ve bet gwerzhet ker.
– Ma n’oa ket falvezet da’m zad
En em zizober eus Pichon,
Me ’gav en…

Pierre Pronost (1861-1909)
Tom

                                                  Le chien, c’est la vertu 
          Qui ne pouvant se faire homme, s’est faite bête ; 
          Et Ponto me regarde avec son œil honnête. 
                              Victor Hugo

Le vieux Tom était sourd ; sa vue était usée ;…

Adrien de Carné (1854-1943)
Va buoc’h velen

Ur pennadig ’rankan adstennañ va zelenn
’Vit reiñ ur veuleudi dleet da’m buoc’h velen,
Ar c’haerañ aneval gant he c’herniel uhel,
He blev flour, he zroad skañv ’giz hini ur gaerell.

D’ar beure, ez ae ’r-maez en a-raok d’ar vandenn
A gase, a vleine dre ’n hentoù penn-da-benn.
Ma c’hwezhe avel dreut, sur d…

Yves Picart (1859-1925)
Va c’hi Fistoulig

Ha bez’ e oa va c’hi eus ur ouenn vat pe fall ?
N’oufen hen diskuliañ, pe me a vezo dall !
Kentoc’h e oa bihan, etre melen ha gwenn,
Gant divskouarn bechek1 hag ul lost bigornenn.
Ar pezh a ouzon sur, ez oa ur gwall skraper,
Doujabl d’e genseurted, enebour d’ar c’hicher*,    [?] 
Boued ar gordenn, fallakr, dañjerus d’an…

Yves Picart (1859-1925)
War o gwalc’h

    da’m mignon kalonek E. Thibault

An ode digoret, ar bioù, an oc’hen bras,
War ul linenn renket, o bruched er geot glas,
A beur en ur bignat, sioul, da c’horre ar prad ;
Hag al loened bihan, pep hini diouzh e oad,
A heuilh ar re goshañ, evel ar vugale
O zadoù, o mammoù, pa grogont da vale.
Pa…

Yves Picart (1859-1925)