VI Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN AO. GARGAM, AR GANERIEN

Ar vugaligoù o tegouezhout a ra an dro d’an Ao. Gargam. 
 
GARGAM 
O ma’z oufec’h, bugaligoù, 
Pegement a ziaezamantoù
Am eus bet hiriv ! Bouzaret 
Ez on, ya sur, ouzh o c’hlevet. 
C’hwi d vihanañ a blij din 
Gant ho kanaouennoù lirzhin, 
Kanit, kanit, bugaligoù, 
D’ar Mesias meuleudioù ! 
Bez’ pezo ganin kalanad ; 
O reiñ a rin a galon vat, 
Ha zoken eus ar re gaerañ 
Am eus roet bete-bremañ. 
Met kanit c’hoazh ur pennadig 
Un darn a bozioù ho kantig. 
Va c’halon baour a lamm laouen 
O klevet ur seurt kanaouenn. 
 
AR VUGALE o kanañ 
 
    Daoulinet ouzh hen adoriñ 
    Ha pastored en-dro dezhi ; 
    En oabl aelez gwenn a-vandenn 
    A gan e-kreiz ar sklêrijenn. 
 
    N’em eus ket ezhomm da glevet 
    Anv ’r bugel nevez ganet ! 
    Mabig Jezuz, m’her goar ervat, 
    C’hwi eo va Doue hegarat ! 
 
    Kaer eo an heol pa bar en aer, 
    Kaer bleunioù an nevez-amzer ; 
    Da’m daoulagad c’hwi zo kaeroc’h, 
    Da’m c’halon karantezusoc’h ! 
 
GARGAM 
Mat ! kaer-dreist eo, va bugale ; 
Kendalc’hit gant ho tro-vale 
Setu amañ ho kalanad, 
Rannit gant ho pemp kamalad !… 
 
AR C’HANER BRASAÑ 
Bennozh Doue, aotroù Gargam ! 
O, nag eürus e vo hor mamm ! 
 
AN AO. GARGAM 
Kenavo ’ta, ha chañs vat deoc’h ! 
Degaset hoc’h eus din ar peoc’h !!! 
 
Mont a reont er-maez.