I Diviz
Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :
AR RENER HAG AR VUGALE
AR RENER
Ama, me ’oar, a galon vat
E vimp degemeret timat !
Rak an aotroù Gargam pell zo
Eo skoazell pep tra gaer er vro…
Nag a beorien mezhus en noazh,
A red ar gêr-mañ bemdez c’hoazh,
Hag a vije tennet a boan
Ma lavarjent ur gomz dezhañ !
O treiñ ouzh unan eus ar baotred
Lavar ! Bez ’emañ ganez, Laou,
Al lizher da lenn d’an aotroù ?
LAOU
Ya, aotroù rener !
AR RENER
Mat, bremaik
Hel lenni fraezh ha goustadik…
O tistreiñ ouzh an dud
Anavezet eo er c’harter
’Vel un tad, ur madoberer ;
Gantañ pep paour a gav bara
Ha zoken dilhad da wiskañ
Trouz en delez
Met klevet a ran trouz aze,
Erru an aotroù, ret e ve…