Bleuñv nevez

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    da’m mignon K. Gourvez

War an douar enor, bennozh,
Peoc’h peurbadus er baradoz,
D’ar re n’espernont ket o foan
Evit sevel yezh ar vro-mañ.

N’helled ket nac’h, e Breizh-Izel,
Ar brezhoneg, gant ar brezel,
A seblante toc’hor-meurbet,
Ha prest da vezañ sebeliet.

Setu abaoe bloavezhioù
Tud a galon, a-vandennoù,
Diwanet e pep korn a Vreizh,
O stourm ouzh amzer ha tud kriz.

Dre c’hras Doue o labouroù
A zoug delioù koant ha bleunioù ;
Ar brezhoneg a zo karet,
Kanet, meulet ha kalz skrivet...