Breizh, brezhoneg ha feiz

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’an doktor Piquenard, ar Barzh Melen

Bezañ zo tri ger kaer, c’hwek-meurbet d’ar spered,
Hag a ra d’ar galon tridal gant eürusted,
P’am eus o lavaret e santan evel mel,
Seblantout a ra din klevet kanañ un ael.

Breizh, Brezhoneg ha Feiz, Treinded ar gwir Vreizhad,
He Gredo, he armoù da vare ar stourmad ;
Setu, hep faziañ, nerzh meulet hor gouenn kozh,
Betek ur pennad zo m’eo deuet warnomp an noz.

Breizh-Izel eo ar Vamm - O ! pebezh Mamm dener ! -
Pegement eo bet mat bepred en hor c’heñver !
Gwelomp an degouezhioù he deus lezet ganeomp,
Hag holl bennozh dezhi a-bouez hor penn kanomp.

Hor Mamm ’deus bugale : ar Brezhoneg, ar Feiz,
Kozh-bras ’int evelti, kozh-bras hiriv an deiz.
Tud zo a en em blij ouzh o lâret marv...
Fazi, va zudigoù !... Bev ’int... Int a vevo !...

Doue a zo ganeomp. Penaos keit amzer zo,
E chom ar brezhoneg buhezek ’vel ma’z eo ?
Keit, pa daolomp ur sell war gartennoù ar bed,
Nag a yezhoù marv, pe gant re all mesket !

Gwir eo ur brezel kriz warnomp ’zo dirollet,
Dont a ra eus Bro-C’hall un avel pennfollet,
Ouzh hor yezh benniget ar Gall zo e kounnar...
A ! mar gallje d’an traoñ ar brezhoneg diskar !...

Nann, nann, faziañ ’rit, va c’hredit, tud disakr ;
Setu un arme greñv en-dro d’hor madoù sakr !
Ar Vreizhiz zo kalet evel mein an aodoù,
Evel ar gwez derv ken stank en hor c’hoadoù.

Klevet ’ran lavaret — hag her c’hrediñ a ran —
« Ar feiz a zo laosket ! » Sklêr eo da bep unan.
An deñved zo taget gant bleizi gouez naonek ;
Pelec’h emañ penn kaoz ? e pelec’h an abeg ?

Teir eienenn, me ’gred, da gement-se a zo,
Hep aon, hep kasoni, amañ m’o diskuilho ;
Evit hor Mamm-Vro Breizh mantrusañ gwalinier !
A sko ken dizamant warni e pep amzer.

Ar politik direizh, evel ul loen gouez,
He deus pellaet ar peoc’h, lazhet an unvaniezh ;
Ur gasoni c’hwerv e skolioù hon amzer,
Enep ar brezhoneg er bugel a c’hwezher.

Ha komz a rin ouzhpenn eus a gizioù ar Gall,
A c’hounit hor maezioù heñvel ouzh un tan-gwall ?
Bragoù bras ha chupenn a vez graet fae warno,
Koefoù evel e kêr a ranker kaout hiriv !...

Pep hini ’oar ervat ar brezhoneg, ar feiz,
A bep amzer a zo breur ha c’hoar en hor Breizh ;
Dre-se tagañ unan a zo skeiñ war eben ;
N’int ket hep her gouzout hon holl enebourien.

Ha gwelit goude-se penaos e safarer ;
Koueriaded, bet er skol ur pennadig amzer,
War dachenn ar marc’had a zrailh tammoù gallek,
Mezh o defe diskouez e [c’h]ouzont brezhoneg.

Trec’het war gement-se ’teuer a-nebeudoù
Da zilezel ar feiz, feiz nerzhus hon tadoù ;
Setu eno, Breizhiz, setu ar spered Gall,
Setu petra ’vefomp, ma na garomp diwall.

O va c’henvroiz ker, diwallomp da reiñ dorn
D’an enebour da skeiñ kreñvoc’h war an askorn ;
Ouzh yezh kozh ar C’helted stagomp ’ta muioc’h-mui,
D’ar brezhoneg enor ! Pep hini en e di !...