Netra na dalv va Breizh !

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’ar barzh Erwan Berthou, alc’hweder Treger

Ha bez ez eus ur vro ’giz Breizh-Izel,
Diazezet gant kalz a dud santel ?
Ar c’hantvedoù, ’vel bandennoù brini,
Hep he diskar, o deus nijet dreizhi.

Klaskit ul lec’h heñvel ouzh Breizh-Izel,
E p’hini chom, en despet d’an avel,
Kredennoù sakr oberourien hor bro,
Korvigellet ouzh gizioù an derv !

Ha bez ez eus ur vro ’giz Breizh-Izel,
E-lec’h ma kan ar barzh a vouezh uhel,
Gant an delenn, evel an drouiz kozh,
Koulz hag en neñv aelez ar baradoz ?

Ha bez ez eus, ouzhpenn e Breizh-Izel,
Ur yezh ken kozh, ken kaer ha ken santel,
Gant ar C’helted komzet daou vil bloaz zo,
Hag enoret ganeomp-ni c’hoazh hiriv ?

Ar C’hallaoued, siwazh ! gwir a lâran,
D’ar brezhoneg a ra brezel bremañ,
Hogen, Breizhiz, Doue a-du ganeomp,
Ouzh ar gwasker kalonek enebomp !

Nann, a dra sur, n’eo ket un den marvek
A ziskaro e Breizh ar brezhoneg !
Ur boblad tud n’hell bezañ dispennet
P’eo ar memproù etrezo unanet...

Ha bez ez eus ur vro ’vel Breizh-Izel,
’Lec’h ma kaver labour kaer ar gizell,
E pep parrez war vein an ilizoù,
Er beredoù, war galz a galvarioù ?

Ha bez ez eus ur vro ’vel Breizh-Izel,
’Roas buhez da gant den a vrezel,
Brudet evel Lez-Breizh ha Richemon,
Gwesklin, Arzhur, Pontkallek ha Klison ?

En da istor, o va bro Breizh-Izel,
Me ’gav barzhed evel ma’z oa Luzel,
Brizeug, Ar Skourr, ar fablenner Milin,
Hep ankounaat, en amzer gozh, Merzhin.

Ha komz a rin eus a sent Breiz-Izel,
Hag a skignas sklêrder an Aviel
Dre ar vro-mañ, en deñvalijenn c’hoazh,
O plantañ don war bep torgenn ar groaz ?...

Netra na dalv, ha netra na dalvo,
Va Breizh-Izel, va Mamm garet, va bro !
Va c’harantez, betek eur va marv,
Hep ehanañ da veuliñ me ’garo !