Breizhad bepred !

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    da’m mignon Al Louet, mestr skol

    war don An hini gozh

        diskan
    Va c’halon zo
    Gant va bro,
  Ha bepred e vezo !

Hag ez afen da benn ar bed
Gant Breizh va c’halon ’vo bepred.

An heol, gwir eo a wel broioù
E-lec’h eus muioc’h a vadoù.

E Pariz traoù brav a weler,
En he skolioù kalz a zesker ;

’Mesk ar Saozon ’on bet ivez ;
Ni zo paour dirak ar re-se.

En holl lec’hioù forzh pegen kaer,
Va spered a nije d’ar gêr.

Betek Rom zoken ez on bet,
Ha Breizh n’em eus ankounac’haet.

Va daoulagad ’glaske al lann,
Ar parkeier leun a valan.

Na welen mui ar c’haer bragoù
O deus miret deomp hon tadoù.

Na gleven ken nemet galleg,
Ha tamm ebet a Vrezhoneg.

Na gleven mui ar marvaihoù
A lâr deomp e Breizh hor mammoù.

Va c’halon a lamme em c’hreiz
Gant hast da zistreiñ da vro Breizh.

E Breizh bremañ me a chomo
Betek an deiz eus va marv.

Fellout ’ra din e Breizh-Izel
Bevañ gwir Vreizhad ha mervel.

Ha betek penn me ’labouro
Evit va Breizh, evit va bro.

M’am bezo gant ar C’halloudeg
Gopr an dud vat ha kalonek.