Poan ’rafes d’hoc’h aelig !

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’an Ao. Gouzien, kure e Landi

Bugelig koant ha mibin,
A gavan o c’hoarzhin,
Ma tegouezh ganez gwelet
Ur c’hwilig alaouret
O c’hournijal er pradoù,
O klask ar bokedoù,
Na dorr ket he askellig,
Poan ’rafes d’hoc’h aelig !

War gerreg flour an aodoù,
O tiskouez a-wechoù,
Ma tegouezh ganez gwelet
Ar c’hlazard perlezet,
O tommañ en heol skedus
E gorfig lugernus,
Na vruzun ket al loenig,
Poan ’rafes d’hoc’h aelig !

Pa deu an nevez-amzer
Gant e zeizioù seder,
Ma tegouezh ganez gwelet
Pe vioù, pe laboused,
Kuzhet en ur c’harzh lannek,
Pe en ur valaneg,
Na zistruj ket an neizhig
Poan ’rafes d’hoc’h aelig !

Er parkoù, ouzh ar c’hleuzioù,
El lec’h ma’z eus bleunioù,
Ma tegouezh ganez gwelet
Ur wenanenn pladet,
Ur wenanennig dic’hloar
O klask mel dous ha koar,
N’he lazh ket, va mignonig,
Poan ’rafes d’hoc’h aelig !

E-pad tommder an hañvoù,
O redek er maezioù,
Ma tegouezh ganez gwelet
Ur c’hrilh-kaner heoliet,
O kanañ mil meuleudi
D’e Grouer gant dudi,
N’he spont ket, va bugelig,
Poan ’rafes d’hoc’h aelig !

Ma pefe c’hoant un devezh
Gant gwall gompagnunezh,
Da ober un dra c’hrevus,
Traoù fall, c’hoarioù euzhus,
Tec’h prim, tec’h kuit hep dale,
Truez ouzh da ene !
N’he lazh ket, va bugelig,
Poan ’rafes d’hoc’h aelig !

Kurunet er bloaz 1904 gant an Association littéraire et artistique de Bretagne