al Luskellerezh

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

da Vadalen Thomas

ton Ar pilhaouer

Va bugelig koant, kousk aze,
Dindan askell ael Doue ;    (bis)
Kloz da zaoulagadig seder,
Kousk aze, va bugel ker.

diskan

Va bugelig koant, kousk aze,
Dindan askell ael Doue.

Krouadurig, me ’meus avi
Ouzh ene ’vel da hini,
Digailhar c’hoazh diouzh ar pec’hed,
Dienkrez war draoù ar bed.

Va c’halonig, petra ’vezi
War an douar pa greski ?
Petra ’vezo da zevezhioù
O treuziñ an amzerioù ?

Marteze ’vezi un eskob,
Karet, meulet gant ar bobl ;
Ha me da vamm a vo eürus
Ouzh da welet galloudus.

Ha te ’vezo den a vrezel,
Soudard savet e renk uhel ?
Pe prezidant ar republik
En ur vro gaer pinvidik ?

Hep ma ve ret mont ken uhel,
Zoken en hor bro Breizh-Izel,
Marteze te ’vezo brudet,
Ha gant kalz a dud doujet.

Siwazh ! petra ’lavaran ?
Huñvreal tra sur a ran.
Ma vefes, va mab, ul lampon,
Pebezh enkrez evidon !

Pinvidik ’vi ket a gredan,
N’em eus netra er bed-mañ ;
Labourat a rin goulskoude
Evit mad va bugale.

Va c’halonig, pegeit amzer
’Chomi tost da’z famm* er ger ?    [sic]
Ha da belec’h, mabig ez i
Pa droi kein d’hon toullig ti ?

An holl draoù-se a zo pell bras,
Va mab, n’o c’hlevez ket c’hoazh ;
E-pad da gousk, gant an aelez,
Nij da vro kaer ar Werc’hez.

Unan da vouezh gant o re
Evit meuliñ da Zoue ;
Distro goude da lavaret
Da’z famm* pezh az po gwelet.    [sic]