Me ’gar va Breizh-Izel

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Saint Brieuc, René Prud’homme, 1905
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    d’an Ao. Loth, dean skol veur e Roazhon

Me ’gar va Breizh-Izel ! va mamm vat, va bro gozh,
He deus e pep amzer kaset d’ar Baradoz
Bugale kalonek, rouaned, sujidi,
Barzhed, menec’h, gwragez, hag a gare pediñ !

Me ’gar va Breizh-Izel ! Mamm-Vro Marzhin, Lez-Breizh,
Arzhur, Gwesklin, Gradlon, ha re all c’hoazh a-leizh,
Marc’heien, tud a vor, a reas enor d’o bro,
Oc’h he difenn bepred betek pred ho marv...

Me ’gar va Breizh-Izel ! gant he ilizioù kozh,
Kouentoù santelaet gant pedenn deiz ha noz,
Kroazioù dantelezhet, tourioù uhel savet,
Mein-hir ha taolioù-maen, enni dre-holl hadet !

Me ’gar va Breizh-Izel ! kelc’het brav gant ar mor,
Goloet a vagoù, o gouelioù gwenn digor ;
Me ’gar he fradeier, krec’hennoù ha koadoù,
Gant o mesaerien o kanañ forzh sonioù !...

Me ’gar va Breizh-Izel ! o vriata ar groaz,
Oc’h he sankañ bemdez war ribl an hentoù bras,
Me ’gar va Breizh-Izel ! o tifenn madoù sakr,
Betek ar gwad zoken, enep an dud fallakr.

Me ’gar va Breizh-Izel ! evel ur berlezenn
O lintrañ, skedus-bras, dirak dremm an estren ;
Gallout a reer gwelet e pevar c’horn ar bed
Pobloù a-bezh n’o sav, ouzh va Breizh o sellet...

Me ’gar va Breizh-Izel ! me ’gar va c’henvroiz,
A zalc’h d’o Brezhoneg, ’vel ma talc’hont d’ho feiz ;
Me ’gar an dud dispont en em gann er brezel
Brezel garv-meurbet d’hon holl giziom santel !

Me ’gar va Breizh-Izel ! me he c’haro atav !
Va c’halon eviti da viken a lammo ;
Betek pred va marv kalonek me ’gerzho
War roudoù va zud kozh... Breizh-Izel ra vevo !...