Chomit en ho klud !

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Bretoned, chomit en ho klud !
Labourit parkeier ho tud ;
Er maezioù eus pinvidigezh
Hag er c’hêrioù kalz dienez.

Paotrezed, chomit en ho klud !
Chomit e-kichenik ho tud ;
An dañvad dous pell diouzh he mamm
Na zaleo ket da gaout lamm.

Bugale, chomit en ho klud !
Er c’hêrioù ez eus avel yud,
Ha c’hwezh kalet e pep amzer
War gorf hag ene ar skuber.

Kenvroiz, chomit en ho klud,
Chomit e karterioù ho tud,
Er maezioù e kaver yec’hed,
Peoc’h gwirion, frankiz, eürusted.

Gallaoued, chomit en ho klud !
Lezit didrouz ur boblad tud ;
Ar Vretoned na c’hedont ken,
Lezit he dra digant pep den !