Mouezh an Anaon

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Pa deu ar pardaez, pa deu an noz teñval,
Pa glevan ar c’hloc’h bras truezus o voudal,
Pa glevan an avel er gwez sabr o vervel
Me ’soñj en Anaon ken tost din ouzh va gervel.

Gant o mouezh klemmus e lâront en o yezh :
« O c’hwi, hor mignon deomp, gwechall p’oamp e buhez,
O c’hwi, hag hon dilez bremañ pa n’ho kwelomp,
Bezit truez ouzhomp, rak en anken emaomp ! »

E nozvezhioù ar goañv, p’eo an amzer skornet,
Pa yud an avel viz dre wask an nor serret,
Me a gav din klevet mouezhioù an Anaon
O c’houlenn pedennoù evit terriñ o naon.

Evit terriñ o naon da welet o Doue,
E lavaront deomp-ni : « O c’hwi a zo aze,
Azezet, en hoc’h aes en-dro d’un tantad tan,
Pa c’houzañvan amañ, er Purgator, kalz poan ! »

Un tad a lavar fraezh : « O va bugaligoù,
Pa edon en ho touez, ’vit gounit deoc’h madoù,
’Meus espernet netra nag en deiz nag en noz,
Dre aked evidoc’h n’em eus bet tamm repoz.

E-pad ma’z on bet bev, c’hwi hoc’h eus va c’haret,
Hiriv, marv, ez on gant an holl dilezet !
Ho pet truez ouzhin, o c’hwi va bugale,
Rak kouezhet eo warnon dorn pounner va Doue !... »

Re all a lavaro : « Deoc’h ez on bet mignon,
Keit ha m’am boe madoù, n’an’vezec’h nemedon ;
Holl ’int chomet ganeoc’h p’eo deuet din ar marv,
Hag am lezit bremañ gant va foanioù garv... »

O na dleer ’vit den bezañ tud digalon,
Hogen nebeutoc’h c’hoazh e-keñver an Anaon.
Pa glevit o mouezh, e pep lec’h, e pep giz,
Lavarit kalonek ’vito De profundis.