ar Wazhig-dour

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    da Rener skol gristen Plougastell

Pet gwech d’an hañv ’on ’n em blijet,
Pell diouzh an trouz ’n ul lec’h kuzhet,
En ur foenneg, va-unanig,
Tost d’ur wazh-dour a red sioulik.

E-pad ma tev an heol berv,
Azezet dindan an derv,
Me ’sell ouzh an dour, hep paouez
O kas dre-holl freskadurezh.

Dre zour ar wazhig glazennoù
A ra diwanañ bokedoù
A bep seurt liv, c’hwezh-vat ganto,
Evel stered ni o gwelo...

Laboused, ho kan dudius,
A laka va spered eürus ;
Setu dour fresk, hep aon ebet,
Soubit ennañ ho pluñv rostet.

Pa ho peus ho Krouer meulet,
A dra sur c’hwi hoc’h eus sec’hed,
Tostait eta, evnedigoù,
Evit eus dour red ar maezioù.

Preñved askellek livet kaer
A dremen ’us d’an doureier
O klask freskaat o izili,
O gwelet a ran gant dudi.

Livirit din, gwazhig lirzhin,
Da belec’h ’it-hu ken mibin ?
Pres warnoc’h, morse n’ehanit,
E tu ebet c’hwi na chomit...

« Mont a ran, mignon, d’en em daol
Er mor bras, siwazh ! d’en em goll…
Eveldout na ran ’met tremen,
Hep chom da c’hoari en draonienn. »

Ar gentel a ra din huñvreal ;
Va spered a nij d’ar bed all...
Pegement a dud a dlefe
Selaou ar wazh eveldon-me !...