al Labourer douar

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    da’m mignon Laou ar Meur

Ned on nemet un tieg, o chom ’n ur gêriadenn,
E sioulded c’hwek ar maezioù va amzer a dremen ;
N’em eus tamm deskadurezh, kement-se na vir ket
Ez eo va deizioù leuniet eus ar gwir eürusted.

Pennoù bras ha pinvidik, er c’hêrioù lojet mat,
En noz ar c’housk a seblant tec’het ho taoulagad,
Pa ziskuizhan a-zoare em gwele kozh klozet,
Gant va bandenn vugale, va zud muiañ-karet.

Diouzh ar mintin pa savan - gwir eo a-raok an heol -
Me a gav va izili ennon kreveet holl,
Evit adarre stagañ el labour pemdeziek
A vago va ziadig hag ar paour ezhommek.

O tont eus va farkeier, degouezhioù va zadoù,
Va c’halon el levenez, me ’lâr « Bugaligoù,
Pegement ’omp-ni eürus, ’n hon ti plouz dislivet !
Pedomp ma talc’ho Doue pell amzer deomp yec’hed. »

Va devezhioù a dremen er peoc’h ar padusañ,
Pell diouzh safar ar c’hêrioù, er maezioù ar sioulañ ;
Biskoazh, bennozh da Zoue ! biskoazh ar gwall golloù
Eus va zi paour ha dister na lammasan treuzoù.

Evel an heol o sevel va zal-me zo skedus,
Na vez morse roufennet gant soñjoù enkrezus.
Va bugale, un devezh, pa vo deuet nerzh dezho,
A labouro kalonek an douar ivez d’o zro.

E gwirionez va labour alies a vez tenn,
En hañv dindan heol berv, er goañv en avel yen ;
Hogen buhez an tieg, ’n despet da gement-se
A zo evel kemmesket a joa e pep mare.

Mard on gwisket gant lien, ha gant boued groz maget,
Mard eo skuizhus va labour, ha ken nebeud paeet,
Pegement ’on dic’haouet gant ar fresk ar maezioù !
Ar yec’hed hag ar frankiz, kaerañ donezonoù !

En hor bro ger Breizh-Izel pep maread amzer
En deus war-lerc’h al labour e ebatoù seder ;
Goue an devezh poanius, setu diskuizh an ti,
En-dro da dan an oaled, azezet disoursi.

A-vec’h ma kav ar bourc’hiz, d’ar sul vintin zoken,
Un hanter-eur ’peus laeret da vont d’an oferenn ;
Abredik eus ar armel me ’denn va dilhad kaer,
An devezh sul penn-da-benn a zo holl da’m C’hrouer.

Gwenn eo ar blev war va fenn, ha setu me krommet,
Dizale ’teuy ar marv gant he falc’h dir sklaset ;
Hogen, va c’halon a zo peurzistag a bep tra,
Gortoz a ran an termen hep keuz bras da netra.