an Nevez-Amzer

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’an Ao. Y. Peron, mestr-skol

Tremenet eo ar goañv kriz, an erc’h, an avel foll,
Hag e-harz ar menezioù e par bremañ an heol ;
Setu ar vuhez adarre o tistreiñ e pep tra,
Ar pradeier, an derv, a deu prim da c’hlazañ.

Ar bokedoù a ziwan, a vleugn en un devezh,
E skourroù gwez ar girzhier setu delioù nevez !
Goude tri miz enoeüs pebezh dudi tremen
Dindan bannoù heol skedus tostik d’un eienenn !

Ar c’hlañvour paour a zilez gant plijadur e di
’Vit kemeret aer yac’hus ar roz hag al lili ;
Ar vugaligoù trouzus a gar ivez c’hoari
D’ar yaou, da sul, d’ar vakañs, dindan gwez ar vali.

Da c’houloù-deiz, ar gwenan, ha pres bras warnezho,
A nij gant herr en neñvoù, o klask ar bokedoù ;
An evnigoù a labour evit ober o neizh ;
Er parkeier, er c’hoadoù, e kanont ’hed an deiz.

Ar gwennili ’doa tec’het a-raok ar gwall-amzer,
Emaint distro adarre gant ar c’hentañ tommder ;
Al loened kaset d’ar prad, a beur an dachenn c’hlas,
Ar yeot tener distrempet gant glizh an neñvoù c’hoazh.

Setu an nevez-amzer, setu an amzer gaer,
Distro poent ar pardonioù da bere ’zaimp seder ;
Pegement e vimp eürus o vont d’ar chapelioù
Hadet e bro Breizh-Izel evel perlezennoù.

Kanomp a vouezh uhel, kanomp holl gant dudi !
Kanomp an nevez-amzer, kanomp holl disoursi !
Kanomp war ar menezioù, kanomp en traoniennoù,
War gern reier hon aodoù, hag er valanegoù !