Gwerz war vuhez hag oberoù an Ao. markiz a Gervarker

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’an Ao. Ar Garreg
    war don Al labourer (Barzhaz-Breizh)

E tu kuzh-heol da Vro-C’hall ez eus un douar lannek,
Treuzet gant div chadennig menezioù krenn meinek,
Fouetet gant dour ar mor bras, goloet a groazioù,
Chapelioù hag ilizoù, savet gant hon tadoù.

An dud a vev er vro-se a zo kreñv ha kalet,
’Vel n’ez eus ket er broioù hiriv darempredet ;
Derc’hel a reont d’o gizioù, d’o yezh kozh ha d’o feiz,
Anvet em eus ar vro-se : Breizh-Izel, va bro Breizh !

Mat ! er vro-se benniget, damdost da Gemperle
E kastell Plessis-Nizon ’c’hanas La Villemarqué,
Er bloaz mil eizh kant pemzek, eus ur ouenn enoret,
A roas dezhañ gwad yac’h gant un anv brudet.

Ar beorien, ar re boaniet, a gave degemer
Gant an Itron kalonek, perc’hennez ar maner,
Dre labour ha kalz aked e rentas ar yec’hed
D’ur baourez kaezh kannerez n’he doa mui kar ebet.

Houmañ, dre anaoudegezh a gane d’an Itron
He c’haerañ kanaouennoù gant karantez gwirion ;
Darn anezho zo chomet e-pad meur a vloavezh
E maner kozh Keransker, ’n ul levr keginerez.

D’an oad ur bloaz warn ugent, La Villemarqué a ya
Da skol vras an dielloù gant youl da studiañ ;
Unanet gant mignoned yaouank ha kalonek,
E reas ur vad souezhus dre galz skridoù gouiziek.

’Touez e labouroù kentañ e kavomp ur studi
Diwar-benn Bosenn Elliant, hag a ra douetiñ
Ar pezh a goun Teodor eus barzhoniezh e vro,
Ar pezh a c’hoanta ober, an hent a gemero.

Gwelet a reer, d’an ampoent, e laboure dija
War e levr kaer Barzhaz-Breizh, al levr dudiusañ,
Pa oe graet dezhañ ’n enor gant ministr ar studi
Da vonet betek Bro-Saoz evit ur gevridi.

An holl ’an’vez ar gouelioù kaer ha dispar a vez
Bep bloavezh e Bro-Gembre evit enor ar yezh.
Gant pegen bras levenez o gwelas Teodor,
A santas e garantez o kreskiñ ’vit Arvor !

Aes eo entent al labour gant Teodor boulc’het
Evit dastum en ul levr Barzhaz ar Vretoned :
Gwerzioù ha sonioù fentus, kanaouennoù seder,
Abaoe meur a gantved kanet e pep karter.

Bloaz goude ’moa distroet, e c’hane Barzhaz-Breizh,
Ul levr leun a ouiziegezh, a garantez, a feiz !
Ul levr eus ar re gaerañ a zo bet graet biskoazh,
Hervez testeni uhel kalz a dud desket bras.

Piv ’lavaro levenez an holl gwir Vretoned,
Ha zoken ar souezhenn eus tud gouiziek ar bed,
Pa weljont al levr dispar, ken din a veuleudi,
’Us d’hor bro ger Breizh-Izel ’vel heol o lugerniñ !

Hersart de La Villemarqué oe skoet e galon
Gant lidoù leun a veurded, gouelioù bras Iwerzhon,
Gouestlet evit enoriñ Barzhed ha brezhoneg,
Ivez evit unaniñ an holl Vreudeur keltiek.

Dre labour ar gwir Vreizhad, er gêr a Sant-Brieg,
Ur bloavezh e oe gwelet Bretoned kalonek,
Eus pevar c’horn Breizh-Izel, eus Breizh-Tramor zoken,
Gant karantez virvidik unanet da viken.

Pell a oa La Villemarqué gant e itron nec’het,
A wele sklêr o fallaat he nerzh hag he yec’hed ;
Dilezet en devoa krenn an holl lec’hioù trouzus
Evit entent ouzh e c’hwreg, ar vaouez speredus.

An itron La Villemarqué e-pad ma’z oa bet kreñv,
Oa evit ar skrivagnier un nerz, ur sklêrijenn ;
Er bloaz dek ha tri ugent e varvas pell diouzh Breizh,
O teuler holl er glac’har tiad tud ar Markiz.

Eus maner kozh Keransker ec’h heulie labouroù
Tud gouiziek, tud a furnezh, o vale ’n e roudoù ;
Gwelet ’rae gant levenez an had gantañ skuilhet
O tiwan, hag o tougen bleuñv ha frouezh furmet.

Eñ eo en doa da gentañ d’ar bed holl diskuilhet
Teñzorioù barzhonek Breizh betek neuze kuzhet ;
Hag eno, a-nebeudoù, evel en ur feunteun,
Bro-C’hall ha broioù estren a glaske ’r sklêrijenn.

En diwezh La Villemarqué a guitaas ar bed-mañ
D’an eizh eus a viz kerzu, nav bloaz a zo bremañ,
A-douez an dud a gare, e maner e dud kozh,
Evit monet, a dra sur, war-zu ar Baradoz.

Ni hon eus lec’h da grediñ ez eo Hersart eürus,
A-vihanik e kare perdiñ ’r Salver Jezuz,
Betek an deiz diwezhañ, daoust ma’z oa dinerzhet,
E lavare an ofis en e levr melenet.

Keuziomp-eñ holl, Kenvroiz, keuziomp hon difennour,
Dalc’homp betek an diwezh koun hor madoberour ;
Pedomp an Aotroù Doue da zegas en hor bro
Tud gouiziek heñvel outañ, a ray ar vad d’o zro.