Marv ar breur Yann en Eusa

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    kinniget d’e gerent
    war don Mab den soñjit

Dreist ar mor bras, du-se er gwagennoù,
Me ’glev hiriv son klemmus ar glazoù...
Petra Eusiz, petra ’ra deoc’h gouelañ ?
Perak ken trist ar c’halonoù bremañ ?

Me ’wel e kañv iliz-veur ar barrez,
Gwisket e du eo holl dud an enez ;
Tristidigezh a weler warnezho...
Livirit din : Piv eta zo marv ?

Daoust ar person, pastor hoc’h eneoù,
Pe ar maer mat, difennour ho kwirioù,
Zo bet skoet, diskaret didruez,
Evel ma vez kalz a re all bemdez ?...

Hag e klevan, a-dreuz kalz a zaeroù,
Holl dud Eusa, unanet o mouezhioù,
Oc’h hirvoudiñ war-zu tud an douar,
O lavaret gant ar vrasañ glac’har :

« Kemerit perzh en hon tristidigezh,
Rak ar breur Yann, den leun a garantez,
Eizh vloaz zo bet o ren skol ar baotred,
Siwazh ! deomp-ni, ar breur Yann zo marvet !

D’hor bugale, ar breur Yann oa un tad,
Kalon dener, gant-se ur mestr-skol mat ;
Dezho ’teske aes an holl skiantoù,
Ha dreist pep tra miret feiz o zadoù.

Bez oa pell zo mignon pep tiegezh,
D’an dud bec’hiet gwir frealzidigezh,
Nikun biskoazh na dec’has dioutañ
Hep lavaret "E lod en deus em foan ! »

Ya, eneziz, lec’h hoc’h eus da geuziañ
D’ho preur Rener, an den kalonekañ ;
Hogen un dra ’chom c’hoazh deoc’h da ober :
Pedit ’vitañ bemdez ’harz an aoter.

Kalonoù baour, taolet ha distaolet
’Vel ar vagig war ar mor kounnaret,
En em daolit e Kalon Sakr Jezuz,
Eienenn c’hlan eürusted peurbadus.

E-barzh em c’hreiz va c’halon zo gwasket
Em daoulagad daeroù puilh zo savet...
A ! me ivez, me ’gare ar breur Yann,
E kañv an holl va ferzh a gemeran.

An Ankoù kriz gant e falc’h diremed,
A sko bemdez koulz a-dreuz hag a-hed...
Kerzhet a ra dreist ar mor fuloret
Evel war zouar dre an hentoù kalet.

Morse truez nag evit tad, na mamm,
Beleg, pried, gantañ espernet tamm.
Menec’h devot, kerkoulz ha tud ar bed,
A rank d’o zro mont da chom er vered.

Setu, breur, ’oc’h galvet gant Doue
Da ziskuizhañ ’hed an eternite ;
’Vit labouroù enoeüs bras ha tenn
Ur gurunenn a luc’ho war ho penn.

E gwered kozh parrez Sant Evarzeg,
Tost d’ar porched, en ur bezig meinek,
’Mañ korf ar breur o c’hortoz deiz ar varn ;
Plijit gant Doue dont en deiz-se d’her gouarn !

Bep sul, bep gouel, war-lerc’h an oferenn,
E vignoned a yelo ’n un dremen
Da lavaret bep a De profundis
’Vit e ene... Lux luceat eis !...