Bet soñj eus an Anaon

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

E koun eus va mignon Colomban L.

Soñjit en ho tad, en ho mamm,
Er purgator, e-kreiz ar flamm.

    Kantikoù eskopti Kemper

    War don Kelven

Tan ar c’huzh-heol a varve dre-holl a-nebeudoù,
Gwel du an noz ’n em lede war gern ar menezioù,
An aezhenn skañv a skrije e-touez ar geot, en traoñ,
Hag a lavare klemmus : « Bet soñj eus an Anaon ! »

Ar gwenan oa distroet en o c’holoennoù,
Al laboused oa kousket e donder ar skourroù ;
Ur sioulded melkonius a waske ar galon ;
Ar c’hloc’h en tour a gane : « Bet soñj eus an Anaon ! »

E bolz an neñv ar stered skedus a lugerne,
Avelik dous ar c’hreisteiz er gwez-sapr a varve,
A varve ’n ur c’hozmolat gant ur vouezhig a gañv* :    [gaon]
« O c’hwi hag hon deuskaret, bet soñj eus an Anaon ! »

E-giz ar moged tanav a sav eus an doenn,
Pa sav an heol bep mintin, ha na weler mui ken,
Evel an aezhenn skañvik marvet er geunioù don,
E tremenas o deizioù : « Bet soñj eus an Anaon ! »

Ho pet soñj eus an Anaon ! Eus ar re n’emaint ken,
Hag hoc’h eus darempredet, dec’h en ho kêriadenn ;
Du-hont o bezioù glazet, e skeud an tour krignet,
A zo ganeoc’h dilezet, er vered benniget.

Goude ur ged frealzet gant promesaoù ar feiz
O deus kuitaet ar bed-mañ ; c’hwi ’ray ’velto un deiz...
Ho puhez a dremeno evel ar bokedig
Bleuniet ken koant er beure, gweñvet d’ar pardaezig.

An devezh labour echu, re all ivez d’o zro,
O vont dre ’r gwenodennoù mouezhioù kañv a glevo ;
Kloc’h skiltrus ar glaz ivez a lâro d’o c’halon :
« O c’hwi, hag hon eus karet, bet soñj eus an Anaon ! »