Pedomp an Itron Varia

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

d’an Ao. Berthou, person Landivizio
war don Plac’hig enez Eusa

    diskan
Un arneñv spontus a dosta,
Pedomp an Itron Varia ! (div wech)

O na teñval eo an dremmwel !
Koumoul karget a zo a-bell...

A bep tu e klevomp hiriv
Youc’hadennoù dispac’h er vro !

Lavaret a ve un arme
Kaset da ober ur bale !

Ur bale evit distrujañ
Kredennoù kozh tud ar vro-mañ !

Iliz Jezuz zo gwall gaset
Gant enebourien pennfollet.

Garv-meurbet eo ar brezel
A reer hiriv d’an dud fidel.

Emaint o klask, er vugale,
Mougañ ’n doujañs evit Doue.

Harpomp holl hor skolioù kristen
O reiñ laouen hor gwenneien !

Bagig Sant Per a zo hejet
War ur mor spontus dirollet !

Kristenien, bras ’vezo ar reuz,
Ma n’enebomp hep ober neuz !

Ur steredenn er gwall amzer
A ro kalon d’ar beajer.

Mari eo steredenn ar mor,
D’ar gristenien ur gwir c’houdor !

Stouet dirak aoter Mari,
Hor c’halon baour o c’hlac’hariñ,

Pedomp an Itron Varia
Ma viro ’n arneñv da darzhañ !