Er Baradoz

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

     da’m breur Louis, mordead
     war don Les sabots de la duchesse Anne

En noz all edon en eorez,
    Kousket, ur sulvezh,
Gant kenvreudeur merdeidi,
    Gwaskedet hon tri ;
Hag e ris un huñvre souezhus,
    Dont a rae eus Aelez Jezuz
        A ! A ! A !
Selaouit an huñvre-mañ !

Tost da Ber ’oan o c’hortoz
    ’Barzh er Baradoz,
Pa lavaras Doue dezhañ :
    « Porzhier al lec’h-mañ,
Diwall ouzh paotred Penn-ar-Bed,
    Setu un toullad o tonet,
        Tud a vor
A deu da c’houlenn digor !

Ra c’helli, Per, hep marc’hata
    Eurvad o rannañ !
An nor aour digor ar brasañ,
    E-lec’h he serrañ,
D’ar re ’eve re vanneoù
    Kalz an’e zo war an hentoù !
        O ! O ! O !
Ni ’welo petra ’zegouezho ! »

– Deuit afo, ’me ’r porzhier kozh,
    Deuit er Baradoz !
Deuit holl, paotred ar gwin-ardant,
    Evel m’am eus c’hoant !
Ar re all ’chomo da sellet
    ’Kichen an nor vras alaouret,
        He ! He ! He !
Hep koll kalon evit-se !

- Mat e ya ! ’lârjont da Ber
    Al liperien gwer...
Setu fin poanioù ar bed,
    Mui ’met eürusted !
Deomp a-raok ’ta holl, mignoned,
    Deomp, ar « rad » a rankomp gwelet !
         A ! A ! A !
Hastomp mont da ebata !

Hogen, dizale ’sav kroz
    Barzh er Baradoz ;
Klevet a raen trouz ha safar,
    Gwir ez oa glac’har.
Hegasiñ ’raent ar c’haezh Sant Per,
    ’Defot na zegase de’o gwer,
        O youc’hal :
« Gwin-ardant evel gwechall ! »

Hag e lârent d’an den-Doue :
    "Penaos an dra-se ?
N’eus ket zoken er Baradoz,
    ’Giz en hor bro gozh
Un tammig ostiz, ’vit arc’hant,
    Da reiñ ur banne gwir-ardant !...
        A ! A ! A !
Ni a ya da zouarañ !...

Glac’haret holl gant an istor :
    – It d’ar Purgator !
A lâras dezho Sant Per,
    Goulskoude tener,
C’hwec’h mil bloaz eno o tommañ,
    Diouzh gwin-ardant reiñ divoazañ,
        Rak amañ
E reer fae war an evañ !...

Setu ar wazed poellus
    War-dro ’r sant eürus,
Pokat da draoñ e soutanenn.
    Holl dre o fedenn
E c’halvent madelezh Sant Per,
    Da reiñ pardon d’o breudeur ker,
        Kondaonet
’Vit bezañ ken fall komzet !

« Disoñjal ’ran o flemm garv,
    ’Lâras Doue d’e dro,
Deuit eta, c’hwi, em eürusted,
    Deuit holl, Bretoned,
Eürus an dud a galon vat
    O ya... Ren a raint gant o zad ;
        Me ’fell din,
An neñv ganto a rannin... »

Goude, Per, ar sant ken mat,
    Lâr gant kalonad :
« Pedit, pedit, mignoned,
    ’Vit ho tud dallet,
Ma labourint da zivoazañ
    Diouzh an evaj ’deu d’o lazhañ :
        Korf, ene ;
Va selaouit ’n an’ Doue ! »

War an dra-mañ p’on dihunet,
    Tost din ’meus kavet
Dour a-varroù, ur voutailhad ;
    A ! va c’hredit mat !
Goude an huñvre, ar marvailh
    M’em eus kroget prim em boutailh,
        Nom de nom !
He stlapet ’meus er mor don...

    graet e galleg gant Taillevent