War sav !

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’an Ao. Abad Perrot

Na me ’garfe e ve va mouezh
Klevet e Breizh e pep parrez !

O va bro gaer a Vreizh-Izel,
Bro ar Varzhed, douar santel,
Ar Gall a c’hoanta touellañ
Da vugale ’vit o zrellañ.

’Vit lazhañ da spered kristen
Ennout aet ken don he c’hwrizienn ;
’Vit lazhañ da Yezh benniget,
A garfe gwelet dilezet,

’Vit lazhañ da gizioù brudet,
Penn-abeg eus da eurusted ;
Gouzout a ra emañ aze
Buhez pe varv da ene.

War-sav, war-sav, holl, Bretoned,
Gouenn an dud kreñv, pennoù kalet !
Penn d’an enebour aheurtet !...
Biken gantañ na vimp trec’het...

Biken hor yezh na vo lezet
Da vezañ e Breizh diskaret,
Da Zoue ha d’hor Breizh-Izel
Holl bepred e vezimp fidel...

Kentoc’h ’karfemp mervel mil gwech
Eget reiñ abeg d’ur rebech !