Tristidigezh ha ged vat

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    d’an Ao. de l’Estourbeillon, kannad ar Morbihan, rener Kevredigezh Broadus Vreizh, kinniget gant doujañs

Eus a bep korn a Vreizh-Izel
E sav, douget gant an avel
Keleier doanius, forzh klemmoù,
A wask siwazh ! hor c’halonoù.

Ur brezel kalet ha diaoulek
Zo graet d’hor yezh, ar brezhoneg ;
Mall eo ganto hen diframmañ
Digant bugale ar vro-mañ.

An diaoul e-unan, a dra sur,
A c’hwezh an tan en dud distur,
O c’has dre bevar c’horn ar vro
Da ledañ anken ar marv.

Kement tra vat : Bro, Feiz ha Yezh,
A zo breset mard eo truez !
Karantez ebet mui enno,
Leun ’int a gasoni c’hwerv.

O va Doue, pelec’h emaoc’h ?
Diskouezit ho kalloud pelloc’h...
Re hir amzer an dud fallakr
A wall gasas hor madoù sakr.

Doue na zilez ket hor bro,
Beuzet, siwazh ! en he daeroù,
Dibabet ’neus tud kalonek
Da zifenn mat ar brezhoneg.

Mil bennozh deoc’h, o va Aotroù,
Evit hoc’h holl vadelezhoù
E-keñver hor bro Breizh-Izel
A zo bet deoc’h atav fidel.

Setu un nebeud bloavezhioù
Ma vez graet kenskrivadegoù
Evit dougen ar varzhed taer
Da labourat hor yezh ken kaer !

Paotred yaouank eus ar gwellañ,
Dre gant a ranker o c’hontañ
A gas bep bloaz, e brezhoneg
Gwerzioù koant d’ar genskrivadeg.

Hor c’halonoù a laouenañ
Pa welomp an dud gouiziekañ
O poaniañ start evit hor Breizh,
Dre ma washa d’ar brezel kriz.

Ar brezhoneg zo enoret,
Ha dre-holl muioc’h-mui komzet ;
Hon tadoù kozh, en o bezioù,
A drid bremañ o c’halonoù.

Ra vevo galloudus ha pell
Kevredigezh hor Breizh-Izel !
Pell anavezet ra vezo,
Eus ur penn d’ar penn all d’ar vro...

Nann, nann, va c’henvroiz karet,
Hor yezh na vo ket diskaret,
Na varvo ket ar brezhoneg
Tra vo e Breizh tud kalonek !...