ar Brezhoneg atav !

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, René Prud’homme, 1905
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

   d’an Ao. Mouelig, mestr-skol

Breizhiz zo bet a-viskoazh gwazed pront ha nerzhus,
Ha pa redont d’an emgann ’int peulvaned spontus ;
Outo netra n’hell herzel, trec’h a rankont bezañ :
O feiz, ho hardizhiegezh a ra d’an holl krenañ.

Breizhiz a zalc’h d’o gizioù gant un doujañs meulus ;
Mont a reont d’ar pardonioù ha d’ar foarioù trouzus,
D’an euredoù, d’ar festoù, o son ar binioù ;
O dilhadoù a viront, o yezh, hag o gwerzioù.

Un arouez a ziskouez kaleter ar Breizhad,
Ha pegement eo nerzhus ar ouenn en e Vroad :
Ar brezhoneg zo karet, hiriv evel gwechall,
A zo komzet en despet da gasoni tud dall.

Alo, harzit ho kwalac’h, o tud diskiantet,
Ar gounid n’ho po morse ; Breizhiz na nac’hint ket,
Na nac’hint ket o zadoù, nag o gizioù santel ;
Ar brezhoneg ’vo komzet ; d’hor bro-ni ’vo fidel.

    O santez Anna Wened,
    Mamm gozh ar Vretoned,
    M’ho ped, mirit Breizh-Izel,
    Warni taolit ur sell.
    Dalc’hit start en hon touez
    D’hor yezh gwir garantez,
    Ma karimp bro ha Doue
    E-pad hon holl vuhez.