IV Pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

NERZHVEUR e-un’

Troet war an tu m’eo aet Hollvelen

Trugarez dit, maouez dispar !

Troet war an tu diavaez

                                                Pebezh dudi
’Vije bet evidon arvestiñ, ’vel gwechall,
Ouzh ar Rod lugernus pa deu, faezh o ruilhal,
Da dizhout dorioù ruz an Noz ! Rod entanet ;
Te ’ro buhez d’an traoù, d’an dud ha d’al loened ;
Te ’rent e koulz d’ar c’hoad yaouankiz e zelioù
Ha d’ar bed sederaet e wiskamant bleunioù.
Perak n’hall ket ivez da wareg saezhioù, da wareg aour
Trec’hiñ war an noz du stennet en-dro d’ar c’haour ?
Da gimiadañ ganit e sav mil mouezh laouen ;
Pep labous war e varr a laosk e ganaouenn ;
An tad-moualc’h a ve klevet e daol c’hwitell
Oc’h eilgeriañ gant son klemmus an durzhunell ;
Hag hopadenn raouiet ar chas hag ar c’hegi
A lak er pradeier pell du-hont da gregiñ
Blejadeg galloudus an tirvi bruchedek.
An evn a c’hell nijal, al loen douar redek
Dre lec’h ma plij gante dindan da sklêrijenn ;
Nerzhveur hepken, kelc’hiet gant an deñvalijenn,
A chom kañvus e dal e-kreiz ma c’hoarzh pep tra,
An noz ennañ, ha te ken flammek o lintrañ !
Va buhez, ken skedus ha ken brav betek-henn,
Zo ’n em gavet ur bec’h gwall bounner da zougen,
Ha panevet d’ar wreg holl-garet ’meus aze
’Vije pell zo treuzet va c’horf gant va c’hleze.

Ur pennadig e chom da brederiañ, pa glev sonioù telenn.

Petra ’glevan ?… Un telenner dirak va zi !
Deut em borzh, emañ, ’gav din, o klask treuziñ,
Ar c’hi stag o tifenn outañ gwashañ ma c’hall.

A vouezh kreñv

Piv ’lak an diwaller evel-se da harzhal ?

Ur vouezh torret a respont a-ziavaez

Digant ar c’haour Nerzhveur e c’houlennan digor
Mard eo eñ a welan azezet ’toull e zor.

NERZHVEUR
Deus tre, n’eus forzh piv ’out ; sach war ar porrastell.
Amañ ’deus urzh an holl da zonet er c’hastell.

Un den kozh daoubleget, barv hir ha blev gwenn dezhañ, ur gozh vantell, un tamm sach war e chouk, un delenn vi-han en e zorn, a deu gorrek, ’vel poan dezhañ o kerzhat, betek an treuzioù.