I Pennad

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

HOLLVELEN, GARWENN azezet o div war skiñvier

GARWENN
Daoust hag un dra bennak ganit a c’hoari fall ?
Ne gavan ken ’c’hanout seder evel gwechall.

HOLLVELEN
Eürus ’on koulskoude gant Nerzhveur ; rak biskoazh
Ab’oe ’maomp euredet, daou viz a vo warc’hoazh,
N’em eus klevet na kroz, na klemm, na dislavar,
Met hon gwenvidigezh ’meus aon ’vefe war var.

GARWENN
Kaout a ra dit ’c’hallfe Nerzhveur dont da zroukaat ?

HOLLVELEN
Ne deuio ket : rak e galon a zo re vat,
Ha va c’harout a ra kement hag e garan.
Met pa grenan, Garwenn, evitañ ’n hini ’ran,
N’eo ket evidon-me.

GARWENN
                                     Ha diwar-benn petra ?
Ur stumm yec’hed a zo warnañ deus ar c’haerañ,
Nemet e benn, goude koll kement all a wad,
A deufe marteze dre skuizhder da klañvaat.

HOLLVELEN
Nerzhveur a zo ken yac’h hag an ivinenn vras
A led ’us d’an ti-mañ disheol he skourroù glas.
Hogen en-dro dezhañ en em astenn un dorn,
’Kreiz an deñvalijenn kuzhet e korn pe gorn,
Hag a glask e dizhout gant saezhioù kontammet,
Pe gant mein ne oar den a belec’h ’int talmet.
Burzhudus eo n’ez eus ’n em gavet evit c’hoazh
Gant ar c’haour dizifenn na poan, na taol[,] na gloaz.
Met, o vezañ gwelet ne deue maen na saezh
D’e gaout nemet e-un’ ’vije lezet e-maez,
Me ’chom atav bremañ d’e ziwall pa ve tost ;
Ha pa’z a diouzh ar gêr ’ve renet gant Kreñvbost,
Aet hiriv c’hoazh gantañ da bred-meur ar roue.

GARWENN
Goût a ouie Nerzhveur ’oa klask war e vuhez ?

HOLLVELEN
D’an taol kentañ ’lâras : « Un tenner fall bennak ! »
D’an eil : « Sell un tenn bir heñvel ouzh re Garnak ? »
Ouzh an taolioù war-lerc’h n’eus bet graet van ebet
’Met goulenn a-berzh piv e c’hallfe bezañ bet
Dastumet gwarizi, droukrañs pe gasoni ;
Ha kaer en dije klask, ne gouezhe war hini.

GARWENN
Nann, biskoazh nag e dud, na Nerzhveur e-unan
Na rojont digarez da zroukrañs da ziwan,
Na da gasoni ’bet da c’hervel muntrerezh.
Biskoazh n’o deus graet poan na divaloerezh
Da zen.

HOLLVELEN
                 Sell ! petra zo ? – Nerzhveur o tont d’ar gêr
E-kreiz ar banvez-meur, eñ hag e ambrouger !