V Pennad

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AR MEMES RE KUZHET, HOLLVELEN, GARWENN

GARWENN
Den ebet !

HOLLVELEN
                      Sell ’ta, den ? koulskoude bremazon
E valee ’raogomp, e benn uhel ha sonn.
N’hall ket bezañ teuziet.

GARWENN
                                           Nag aet gant un hent all
D’ar gêr ?

HOLLVELEN
Nann, divizet en doa chom da c’hedal,
Me ’gred kentoc’h emañ koachet, dre farserezh,
’N un tu bennak ’drek ar gwez bras.

GARWENN pleget da sellet ouzh an douar
                                                             Pezh a lêrez
A vefen douget da grediñ ’nez ma welan
Merket war an douar ’vel roudoù un emgann.

HOLLVELEN o sellet ivez
Gwir eo : war ar geot glas mac’het, pladet, turiet,
Ez eo bet, a daol sur, stourmet ha c’hoariet
Etre tud pe loened ; met, pa n’eus ket a wad,
Ar gann ’zo bet, kredabl, ’oa ket ur gann da vat,

GARWENN
Ne gav ket dit zo bet amañ war an dachenn
Ur pezh korf gourvezet, ha bet en e gichen,
Hervez ma tiskouez deomp merkoù treid tro-war-dro,
Tud hag a oa, moarvat, kuzhet er C’hoad derv ?
Ne welez ket pelloc’h, aet don en douar gwak,
Evel graet o tougen un dra bounner bennak,
Ar memes roudoù treid o tostaat d’ar wezeg ?
Amañ zo bet, ’meus aon, gant ur gwall amezeg
Stennet ur pech trubard da Nerzhveur.

HOLLVELEN
                                                                  Didrouz din
Gant da gomzoù diot ! N’hellez ket, divadin3,
Soñjal e vefe tud, nag e vent kant ’lec’h un,
Nag e vije gantañ e benn ’barzh ar feunteun,
Gouest da bakañ Nerzhveur ’vel un tamm ki bihan.
N’ouzout ket, ’lec’h ma taol hennezh e bav ledan,
E ve faoutet ur penn pe brevet un ezel ?
Ne teus ket her gwelet war an dachenn vrezel
O wintañ kement tra, kement loen, kement den
A venne stourm outañ ? – Me na gredin biken
’C’hall bezañ bet Nerzhveur pilet gant gwazed all.
Ha neuze, ouzh ur c’haour ken mat, ken didamall,
Piv ’c’hallfe kemer droug na derc’hel kasoni ?

GARWENN
Soñjal a ran e-touez ar Gelted n’eus hini
Gement na vefe ket dezhañ mignon feal.
Met dek kammad ac’hann e krog ur C’hoad teñval
’Lec’h ma zo ’n em dennet un nebeud Touraniz
Gwelloc’h gante chom en noz du gant o frankiz
Eget bevañ dindan an heol ha dindan yev.
Unan an’e, koarek e zremm, du-pod e vlev,
Bet, a-raok ’oamp-ni deut, roue war an Donva,
En deus brud da vezañ ur gwar deus ar c’hreñvañ,
Ur gwareger dispar, ur c’hadour galloudek.

HOLLVELEN
Ya da, soñj a deu din : ’vel un tammig touseg
O vont ’n un diskrapat e gouzoug frank un naer,
E welis anezhañ savet pinouz en aer,
Daoust dezhañ d’enebiñ gant treid ha gant daouarn,
Pa gouezhas ’kreiz ar stourm dindan kraban houarn
Nerzhveur ; ha, m’hen tou dit, ma vijes bet eno,
Ne vefe ket hiriv ken leun all da c’heno[ù]
Gant nerzh hag ampartiz un netraig a zen.

GARWENN
Da Nerzhveur e rankas plegañ, met d’hol lezenn
N’en deus pleget biskoazh an Touraniad blev du.
Digant hon gedourien e tec’has kuit diouzhtu,
Hag en e goad bremañ, droukoc’h ’vit loen ebet,
E ve, kredabl eo dit, noz-deiz gantañ stennet,
’Vel ur gwareg noazus, e spered ijin fall,
O klask ober deomp holl ar muiañ poan ma c’hall.
Un droukrañs seurt ma zo dastumet ’n e galon,
Piv ’oar hag eñ n’eo ket ’n em gavet bremazon
Da c’hoari da Nerzhveur un dro dreitour bennak ?
Tri gadour all : Fravel, Talmelen, ha Divag,
Hag a oa koulskoude kontet evel tri gwaz,
Deut amañ nevez zo, n’int distroet biskoazh.

HOLLVELEN
Kaer a tevo, Garwenn, kanañ din meuleudi
Duardig ar C’hoad-Meur, biken n’hallin krediñ
’Vije bet gouest da gas gantañ hep trouz na gwad
Ar galloudusañ kaour ’zo bet en hon broad.
Karout ’rafen gwelet, o tont e-maez e goad
Hag o tispak aze dirak va daoulagad
Ur roue ken brudet ; hag e lârfen dezhañ
Pegement a zispriz hag a fae ’ran warnañ.


3 da vat