III Pennad
KARNAK, HILDEO, GWADOG, PENHORZ, TUR-LUAN
AN TRI GADOUR en ur zegouezhout
Prest da vale ’vidout da lec’h ma lâri mont.
KARNAK
N’eus ket da vont a-bell.
HILDEO savet war ur roc’hell
Na da zale nemeur :
Rak war-bouez pemp talmad emañ erru Nerzhveur.
KARNAK
Bezomp prest-mat d’e zegemer, ha diwallomp ;
Mar c’hwitomp-ni warnañ, ne c’hwito ket warnomp.
Kuzhomp ’drek ar gwez bras an tostañ d’ar feunteun ;
Ha pa soubo e benn en dour, holl evel un’
A rafomp a-gevret ur sailh war e c’horre.
Hildeo ha me her chadenno ’vel ma tere,
Hag a brenno gant ur stouv kanab e c’henoù,
’Vit ma tidrouzo deomp gant e hopadennoù.
Te ’grogo ’n e gleze, Gwadog, hag an daou all
’Viro ouzh an daou benn anezhañ da rual.
HILDEO
Intentet eo.
GWADOG
Mat eo.
PENHORZ ha TURLUAN
Start e vo kroget ennañ.
Mont a reont holl da guzh.
KARNAK
Erru eo ; chomomp sioul ha war evezh bremañ.