II Pennad

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Moulerezh ru ar C’hastell, 1926
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

KARNAK, GWADOG, HILDEO

HILDEO
Da vignon kozh Hildeo
N’eo ket diverket c’hoazh diwar roll ar re vev.

KARNAK
Souezhet ’on kenañ o welet war da benn
Ken strujet ha biskoazh da glipennad blev gwenn ;
Ha muioc’h nec’het c’hoazh o welet ’n ez taouarn
Da vragal er C’hoad-Meur ur pezh chadenn houarn.

HILDEO
Diwezhatoc’h, Karnak, ’klevi ganin penaos
Em eus gallet derc’hel va blev bete fenoz.
Ar chadenn-mañ, avat, am eus lakaet ober,
Eo poent intent ganti : rak hon amzer zo berr.
Taolit ho taou ur sell war an tamm labour-se.

Dibouezañ ’reont o daou ar chadenn.

Ne gav ket deoc’h, paotred, zo nerzh a-walc’h aze
Evit derc’hel difiñv ur gourejen, un arzh,
Ar galloudusañ loen ’vefe paket e-barzh ?

KARNAK
Ar seurt mailhoù n’hallfe loen ebet o serriñ.

GWADOG
Hon arem hag hon kouevr n’int ’met poderezh pri
E-tal an houarn-se.

HILDEO
                                    Bez zo tud akuit
Ha kreñv a-walc’h, d’ho soñj, evit ’n em dennañ kuit
Deus tre kelc’hioù kalet ha start ’vel ar re-mañ ?

GWADOG
N’eus ket.

KARNAK
                     N’hall ket bezañ.

HILDEO
                                                    Mard on-me deut amañ,
Karnak, gant ar bec’h-se, n’eo ket ’vit fougeal,
Met evit diskouez dit emaon bepred feal
Da lezenn hon broad, da wad hon rouanez.
Daoust da’m fenn da blegañ, va spered a vane
Dizoñvus o klask noz ha deiz petore tro
’Mije gallet c’hoari da waskerien va bro,
Dreist-holl d’o brezelour lorc’husañ, d’an hini
’Neus graet ar gwashañ fae warnout ha warnomp-ni.

KARNAK
Piv a lêrez ?

HILDEO
Nerzhveur ; devezh an argadenn
N’eo ket hennezh ’noa da staget gant ur chadenn ?

KARNAK
Eo, ha soñj a zalc’h c’hoazh va zreid ha va daouarn
Deus an deun ma oa bet enne merk an houarn.

HILDEO en un diskouez ar chadenn
Ha ma welfes Nerzhveur chadennet gant houmañ,
Daoust hag ober ’rafes ur sachad d’he skoulmañ
En-dro d’e izili ?

KARNAK
                               O ! kaerat levenez
Ma c’helljen, ha ne ve ken nemet un devezh,
Derc’hel hennezh dindan va fav da vildrailhañ !

HILDEO
Mat ! an oc’h gouez ’chomo ganeomp da vinellañ
Ma ve nerzhus hon brec’h ha kadarn hon c’halon :
Dirak ar feunteun-mañ ’n em gavo bremazon,
A-benn ma paro plom an heol a-us d’an dour,
Nerzhveur, ar c’hreñvañ den hag ar gwellañ kadour
A zo ’touez ar Gelted.

KARNAK
                                        Ha gwir, amañ ’teuio ?

HILDEO
Kred ac’hanon, pa lâran dit : dont a raio.
Rak o c’houzout, Karnak, pegen c’hoantek e oas
Da welet anezhañ deus a-dost ur wech c’hoazh ;
O vezañ m’eo flemmet gant broud ar garantez,
Me ’meus dezhañ merket hag ar c’houlz hag an deiz
Dont da c’hlebiañ e benn er feunteun, ’vit gwelet
O c’hoarzhin en he dour dremm e zanvez pried,
Evel m’eo bet a-gozh ar gredenn gant hon zud.
Ha Nerzhveur, hep disfi, ’deu da glask e vurzhud.

KARNAK
Sed aze, ’vat, ur vrav a vicher d’ur c’hadour !
Ha dremm piv en deus c’hoant da zizolo en dour ?

HILDEO
Hini ken brav paotrez hag a wel sklêrijenn,
Ur gadourez yaouank lesanvet Hollvelen.
E-touez an holl re goant hounnezh eo ar goantañ ;
Den n’hall gouzout pet gwaz he c’har hag he c’hoanta,
Ha me ’wel en amzer da zont meur a hini
Lakaet dezhañ mervel dre wall he c’hoantiri.

KARNAK
Unan, da vihanañ, a gousto ker d’e lêr
Dont amañ tre da glask ur penn koant en dour sklêr.
Kaout a ra dit ’vefomp barrek warnañ hon tri ?

HILDEO
Nann, n’omp ket tud a-walc’h ’vit ober hon mistri
War ur c’haour ken kreñv all.

KARNAK
                                                   Kae buan-ha-buan,
Gwadog, da gerc’hat deomp Penhorz ha Turluan.

Gwadog kuit.

’Vel-se, pa vo ganin ar pevar diwezhañ
A zalc’h c’hoazh an anv touraniad en e za,
Me ’oar, ’teufomp a-benn gant ur chadenn houarn,
Gant nerzh hon c’halonoù ha galloud hon daouarn,
Da stagañ, da zerc’hel difiñv, didrouz, dinoaz,
An hini n’emaon ket e soñj d’e lazhañ c’hoazh,
Met d’e lakaat e bev da c’houzañv mil marv.
Ha ma teufe ’r baotrez ha Nerzhveur war un dro ?

HILDEO
Me eo, pa lâran dit, ’meus prientet pep tra
En ur gemenn d’ar gwaz dont e-un’ da gentañ,
Ar plac’h o heul war-hed pemzek talmad atav.
O daou, kred ac’hanon, e sentfont plaen ha brav
Ouzh kemennadurezh ar sorser touraniad.

KARNAK
Ar pech, deus ma welan, a zo bet stennet mat ;
N’eus ken nemet gortoz al loen da zont e-barzh.
Kaer en deus bezañ kreñv, birviken n’hallo harz.
A ! setu just a-walc’h hon tri mignon o tont.
’N em gaout a ra Gwadog, Penhorz ha Turluan.