Oan ar Mabig Jezuz

Genre
Contes & nouvelles
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Aet e oa ar bastored gant o hent ; hag, endra ma’z aent, e komzent eus an traoù kaer o doa gwelet.

Jozef neuze a c’horroas o c’hinnigoù ; bez’ ez oa laezh, fourmaj, vioù, frouezh ha koad, donezonoù paour roet a galon vat hag a dlee bevañ an Tiegezh Santel. Unan anezho, pinvidikoc’h eget ar re all marteze, kalon vat ha brokus dezhañ ivez, a lezas e-harz ar Bugel-Doue un oanig doñv, beg ruz, gant gloan gwenn-erc’h en-dro dezhañ.

P’oa aet e vestr kuit, an oan a zigoras frank e zaoulagad evel pa vije sebezet ha nec’het-bras. Hogen, anezhañ e-unan, ez eas war-eeun d’ar Mabig Jezuz p’her gwelas astennet war ar c’holo.

An azen hag an ejen a astenne o fenn a-zioutañ hag a glaske e dommañ gant ar c’hwezhenn a deue diouto pa dennent o alan.

Diouzhtu an oanig a welas kement-se, hag eñ da lipat goustadik daouarnigoù ar Mabig Jezuz.

Ar bugel a zegouezh gantañ dihunañ ; ha neuze, evel evit trugarekaat al loenig dous, e ra allazig dezhañ war e benn, hag ec’h en em ro da gousket adarre.

An oanig a gerzh d’e dreid, hag a c’holo gant e c’hloan toufek ar memproù tener skornet gant ar riv.

Ouzh e welet Mari ha Jozef a veule an Aotroù a gemer kement a breder gant an dud dister.

An oan, ne oe ket pell, a deuas da vezañ mignon an Tiegezh Santel ; ar Werc’hez Vari a daole evezh outañ, ha Jozef a gase anezhañ da beuriñ ar geot fresk. Ar Mabig Jezuz a gemere gantañ e blijadur.

Hogen, setu ma teu, un nozvezh, un ael eus an neñv da lavaret da Jozef eo ret dezhañ tec’het diouzhtu da Vro an Ejipt, abalamour da gounnar ar roue Herodez. Sentus bepred ouzh mouezh Doue, Jozef a savas hag a sternas an azen evit mont kuit.

Rannet e oa e galon o soñjal e rankje lezel war e lerc’h an oanig kuñv ha tener a blije kement d’ar Bugel-Doue. Setu, pa’z edo o vont er-maez eus ar c’hraou, ur pastor o tegouezhout. An hini en doa e roet d’an Tiegezh Santel e oa.

Oan Doue

N’ouzon dare na piv na petra a lavare dezhañ mont da welet e vignoned a Vetleem, en noz, evel en dro gentañ, p’oa kaset gant an aelez, kanerien ar Gloria in excelsis.

Reketiñ a reas beaj vat d’an Tiegezhiad Santel. Kemeret a reas ivez e oan. Hemañ, avat, na felle ket dezhañ dilezel e vignon bihan. Hogen ar Mabig Jezuz a astennas e zorn war al loenig mat, ha neuze ar pastor a zistroas d’ar gêr gantañ.

Peurevezhiegezh Doue, koulskoude, a daole evezh mat ouzh an tri beajour santel ; o hentañ a reas penn-da-benn an hent hag e-pad devezhioù o harlu.

Herodez o vezañ marv, un ael a deuas a-nevez da gaout Jozef. Hemañ sentus, a sternas adarre an azen hag, o vezañ kemeret e bennbazh, e tistroas d’e vro. Na Nazareth eo ez eas en-dro-mañ da chom, e lec’h mont da Vetleem.

Antronoz e zistro, un den war an oad, ar vazh a bastor en e zorn hag ar baner ouzh e gostez, a yae dre an hent, un oanig ouzh e heul ; laouen e seblante bezañ.

Degouezhout a ra, hag e sko war an nor. Sant Jozef a deu buan da zigeriñ. Anaout a ra pastor Betleem deuet da zegas da Jezuz an oanig mat kresket kalz. Ar Mabig Jezuz a ra stad dezhañ, hag, en ur vennozhiñ ar pastor, e lavar : « Eürus an dud kuñv, habask, rak dezho e vezo an douar ! Eürus ar re baour, rak ma welint Doue ! »

O vezañ klevet e oa distro an Tiegezh Santel d’ar gêr, Elizabeth hag he mab Yann a gemeras an hent evit mont d’e welet ; nebeut goude e tegouezhjont e Nazareth, e lec’h e oe graet dezho un degemer kalonek.

Mab Elizabeth a yoa gwisket gant ur c’hroc’hen dañvad, gwriet war e skoaz gant ur pennad kordenn, er gouelec’h (dezert) diwezhatoc’h e vezo goloet gant kroc’hen ur c’hañval.

Un devezh edo Sant Yann hag ar Mabig Jezuz o c’hoari war dreuzioù an ti ; tomm e oa dezho dindan heol berv bro ar Sav-Heol. Ganto edo ivez an oan o kemeret perzh e c’hoarioù e vignoned.

Setu en un taol Yannig o vonet e ti ar c’halvez, hag eñ o kemeret daou bezh koad hag oc’h ober ur groaz ganto. O welet war al leur un tamm lien roget, bet dreset gant ar Werc’hez, kredapl, e kemer anezhañ, hag eñ d’her stagañ evel ur ruban ouzh divrec’h ar groaz.

An avelig skañv, o c’hwezhañ goustadik, a rae dezhañ hejañ en un doare plijadurus da welet.

Tost dezhañ edo ar Bugel-Doue, hag un tammig larkoc’h Sant Jozef, ar Werc’hez Vari ha Santez Elizabeth, sebezet o sellet ouzh c’hoari ar vugale.

Mari koulskoude a skrijas o welet ar groaz. Dont a reas soñj dezhi eus komzoù glac’harus an den kozh Simeon ; he c’halon a zaoulammas, hag eus he daoulagad e teredas daeroù c’hwerv.

Hogen, setu un dra laouenoc’h o tremen dirak o daoulagad.

O vezañ savet war gein an oan, Jezus a seblantas kaout c’hoant da ober dre a-raok ar pezh a dlee ober diwezhatoc’h en ur vont e kêr Jeruzalem. Yannig a gas an oan gant un dorn, hag en egile e toug e vanniel ; ma oe klevet en neñvoù mouezhioù gwerc’h o kanañ da sabaturiñ ar garvañ divskouarn : « Bennozhet ra vezo an hini a deu en anv an Aotroù ! »

Goude bezañ c’hoariet ur pennad evel-se, Jezuz a roas e frankiz d’al loen ; mouezhioù an neñvoù a davas, ha ne oe klevet ken nemet trouzig an eskell o troc’hañ an aer. Ha netra ebet mui...

Elizabeth koulskoude a lavare distreiñ d’ar gêr ; sonet e oa eur an disparti. Yannig a gave diaes-kenañ kuitaat e genderv hag... an oan en doa kement a blijadur gantañ. Jezuz a welas mat e dristidigezh hag a ouezas diouzhtu perak :

« Mar kerez, emezañ, me a roy dit va oan »

Ur mousc’hoarzh a darzhas war muzelloù ar paotr, hag e zremm a deuas da vezañ laouen. Hogen, ar Mabig Jezuz a gemeras ur vouezh c’harv hag a lavaras :

« An oan a vezo hiviziken ez kichen evit da reiñ da anaout. Me eo an oan divlam a vo lakaet un deiz d’ar marv ; dit eo d’hel lavaret d’ar bobl er gouelec’h. »

Hag e oe klevet adarre kantikoù an aelez. Kanañ ’raent gant ur vouezh ankeniet, leun a flourder :

Ecce Agnus Dei, ecce qui tollit peccata mundi.

Setu amañ Oan Doue, setu an Hini a walc’h pec’hedoù ar bed !