Gwrac’h an aodoù

Genre
Contes & nouvelles
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Piv n’en deus klevet anv eus an amzer drubuilhus-se anvet : ar Spont bras ? Edo an Dispac’h o ren en e washañ ; paotred ar freuz en em sile dre-holl, en tiez, war an dachennoù, o selaou lavaroù an dud.

Kement hini a vije kavet o trouk-prezeg pe eus ar Republik pe eus he mistri, hennezh a vije kaset d’ar c’hilhotin er peder eur warn ugent.

An noblañs hag ar veleien eo ar re a c’houzañvas ar muiañ d’ar poent-se : an noblañs, rak ma talc’hent mat da gador ar roue ; ar veleien, rak ne fellas ket dezho distagañ diouzh Rom evit sentiñ ouzh lezennoù ur gouarnamant difeiz ha dizoue. O c’hlask a raed, evel ma klasker al loened kriz, evit o lazhañ.

Ivona a Vodenil a yoa ur Vretonez kalonek, lesanvet Gwrac’h an aodoù. Bet oa an dispac’herien e maner Penneril o lazhañ he zud hag oc’h enaouiñ an tan-gwall, evit ne chomje netra eno da zegas eñvor eus an noblañs kozh.

Bet ’oant ivez war roudoù Ivona, meur a wech zoken ; hogen, dont a rae atav a-benn da dec’het razo ha da c’hellout kuzhat a-zoare. Gwir eo ez oa un niver bras a goueriaded, fermourien kozh d’he zud, hag a yoa un dudi evito reiñ harp d’o dimezell yaouank.

Pa gleve Ivona e veze bet lazhet unan eus muntrerien he zud ha tud ar vro, an emzivadez a lakae ur merk war unan eus ar seizh bez savet war c’horre relegoù an dudjentil, bet douaret gant bennozh ar beleg galvet ganti evit kement-se.

« Pa vezo ur merk war bep maen, pa vezo bet roet d’al lealded ar pezh a zo dleet dezhi, pa vezo bet peurzic’haouet an droug, emezi, me a reno adarre buhez ar merc’hed all, me a ehano da redek. »

Chom a rae c’hoazh koulskoude ur maen da verkañ.

Ar plac’h reuzeudik a dremene an devezh penn-da-benn en aodoù, ha war ar pardaez e teue d’ar maner da dremen an noz en un dourell hanter ziskaret.

En hent a rae bemdez e kave unan eus ar c’hroazioù-se bet savet gwechall gant misionerien gozh Breizh-Izel. Siwazh ! torret ha bruzunet e oant bet gozik-holl gant paotred diskiantet an Dispac’h.

Meur a wech e oa bet Ivona hag he mamm o taoulinañ dirak ar groaz vaen-se, pa c’helled kerzhet hep riskl da vezañ taget gant chas klañv ar c’hiz nevez.

Kouezhañ a reas d’an daoulin pa ’n em gavas eno, hag e pedas evel-henn :

– Hon Tad a zo en neñv – n’em eus nemedoc’h evit skoazell hiviziken – ra vo meulet hoc’h anv ; ra zeuio deomp ho rouantelezh ; ra vo graet hervez ho krad war an douar evel en neñv !

Amañ ec’h huanadas gant kalz a ranngalon.

– Roit deomp hiriv hor bara pemdeziek ; ankounac’hait hor mankoù, evel mac’h ank...

Sevel a eure en he sav prim evel un tenn.

– Nann, nann, emezi a vouezh uhel, me n’ankounac’haan ket, ne fell ket din mont betek penn gant ar bedenn-se.

Hag e pellaas, pres warni, en ul lavaret c’hoazh : « Nann, nann, truez ebet ouzh ar vuntrerien ! bec’h dezho ! »

He daoulagad a lugerne en he fenn evel an dir war un dachenn a vrezel.

Graet he devoa, ar plac’h kaezh, meur a gammed pa welas ur beleg kozh o tont etrezek enni. Anaout a reas diouzhtu aotroù person Lokoal.

– Deiz mat deoc’h, va merc’h, eme ar beleg, penaos e teuit-hu a-benn da c’houzañv ur vuhez ken kalet ? Seblantout a rit bezañ yac’h, a-drugarez Doue.

Ivona a ruzias ; mouezh ankeniet ar beleg a seblante dezhi bezañ ur rebech, hag e chaokas un nebeudig komzoù da respont.

– Pegoulz eta, va merc’h, eme ar person adarre gant ur vouezh rust, pegoulz e kavin-me ennoc’h ar baotrezig vadelezhus ez oac’h gwechall ?

– Morse, kredapl eo, va zad, morse ! rak gwechall a zo tremenet ; ne vevan mui nemet evit ober dezho paeañ !

Chom a rejont ur pennad dilavar, hag ar beleg a gomzas :

– Taolit evezh, merc’hig vihan, en deus Jezuz graet trugarez d’ar re hel lakae d’ar marv !

– Lazhet o deus din va zad ha va mamm...

– Ar Werc’hez Vari he deus pedet evit enebourien he mab.

– N’eo ket bet a-walc’h dezho ; lazhet o deus ivez va breudeur ha va c’hoarezed ! C’hwec’h e oant, her gouzout a rit, va zad, c’hwec’h bugel divlam...

– Mari n’he devoa nemet ur Mab hepken ! Hag ar Mab-se a yoa Doue !

– Selaouit, emezi, hag e save he mouezh, lakaet o deus an tan e Penneril, maner kozh va zadoù ; emzivadez ’on bremañ, hep m’am befe na ti nag aoz ; n’hellan ket ankounac’haat.

Ar beleg kozh a yoa mantret.

– Ivona, emezañ, dalc’hit soñj mat he deus ar Werc’hez Vari kemeret ac’hanomp evit he bugale, ni tud kablus hag a stagas he Mab ouzh ar groaz. Pedit anezhi, pedit ’ta !...

– N’em eus ket gallet hen ober bremaik ; nann, ne c’hellan mui pediñ.

Ur paotrig a zek vloaz pe war-dro a deue d’an daoulamm oc’h hopal eus e holl nerzh :

– Deuit buan, aotroù person, unan eus du-mañ a zo gloazet, emañ o c’houlenn ac’hanoc’h a-raok mervel.

– Mont a ran diouzhtu, eme ar beleg o treiñ ouzh ar bugel ; hag endra ma pellae e sellas ouzh Ivona evit lavaret dezhi « Pedit ha pardonit ! »

An dimezell a Vodenil a yeas buan d’al lec’h m’oa beziet he zud.

– Unan a zo c’hoazh ha n’eus ket paeet eviti, emezi.

Bez ez oa bez ur bugel a zaou vloaz, ur plac’hig koant evel un ael. A c’horre an neñvoù e seblante mousc’hoarzhin ouzh he c’hoar vras ha lavaret dezhi gant ur vouezh dudius : « Perak kailharañ va anv gant ar gwad hag ar c’hastiz ? »

Hogen, kalon Gwrac’h an aodoù a yoa re galetet evit bezañ teneraet ; mont a reas eus al lec’h teñval-se, sanket donoc’h en he fenn ar c’hoant da gastizañ ar vuntrerien, hag ez eas da dour kozh Penneril evit diskuizhañ un tammig.

Damdost di ez oa ur pennti dilezet ; eno eo e kavomp anezhi un nebeud devezhioù a-c’houdevezh gwisket evel ur Vretonez diwar ar maez hag o labourat taer da zresañ dilhad ur Chouan.

Ur trouz digustum a reas dezhi sevel he fenn ; skrijañ a reas o welet un den, dremm fall dezhañ, kalabousenn ruz war e benn, o vont hag o tont en-dro d’an ti, pe gentoc’h, d’al lec’h a servije dezhi da lojeiz.

Tomm e oa an amzer, sklêr an heol, hag an den-se a grene evelato !...

Setu eñ o poulzañ an nor, hag e-barzh :

– Saveteit ac’hanon, emezañ, kuzhit ac’hanon !...

O klevet kement-se, Ivona a savas sonn war he divesker ; hag eñ a lavaras adarre :

– Ar Re Wenn a zo war va lerc’h. Aze emaint... Erru ’int... Emaint o klask va buhez. Kasoni o deus ouzhin, rak, emezañ, evel unan hag a goll e skiant vat, anaout mat a reont ac’hanon ; me a zo unan eus ar re o deus lakaet an tan er maner-se ha lazhet ar vamm hag he bugale.

Ivona a yeas war an a-dreñv, spontet-holl, sklaset evel ar maen-marbr ; hag o vezañ kemeret un tamm hardizhiegezh e lavaras :

– C’hwi neuze a zo unan eus muntrerien va zad ! Hag eo ganin-me, merc’h an itron a Vodenil, eo e teuit-c’hwi da c’houlenn bezañ miret diouzh kounnar va mignoned ? Nann, nann ! er-maez, ha buan ! pa lavaran deoc’h !

An den a gouezhas d’an daoulin : Truez ! truez ! emezañ.

– Truez ! Va breudeur ha va c’hoarezed ivez a c’houlenne truez diganeoc’h, ha ne oent ket selaouet. C’hoazh ur wech, er-maez !

– Erru ’int... emaint aze... a lavaras c’hoazh ar muntrer o vont a-ruzoù betek treid an dimezell a Vodenil.

Houmañ, o klevet youc’hadennoù skiltrus ar Re Wenn, a daolas ur sell war ar groaz a yoa eno war vantell ar siminal, evel a zo e pep ti breizhad. Bannoù an heol a gouezhe dres war memproù benniget hor Salver Jezuz-Krist ; dont a rae eus e zaouarn hag eus e dreid evel luc’hedennoù a drugarez hag a vadelezh.

En hevelep amzer, Ivona a santas he c’halon o teviñ gant ur garantez vras evit Doue, hag e stagas he selloù ouzh ar groaz ; deuet ’oant da vezañ leun a zaeroù.

Ar Vretoned koulskoude a dostae atav.

– Truez ! Truez ! eme an dispac’her dare da vervel gant ar spont.

An Aotroù Doue pe e ael a zegasas neuze dezhi ur mennozh eus an neñv. Kemeret a reas ar gwiskamant chouan edo o paouez dresañ hag her c’hinnigas d’an hini glas, o lavaret :

– Delit, kemerit ha gwiskit an dilhad-se ; lakit ivez ar mouchouer-mañ en-dro d’ho penn ha gourvezit war ar gwele-se oc’h ober neuz da gousket... N’ho pezet nep aon, n’ho tiskuilhin ket !

Goude e serras ar ridoch, hag o vezañ kemeret he c’hegel ec’h en em roas da nezañ. Tremen poent e oa ; a-vec’h m’he doa kroget en he inkin, ma teuas ar Re Wenn en ti.

– Digarezit ac’hanomp ma teuomp evel-se en ho ti, emezo da Ivona ; ni a zo war-lerc’h unan eus an amprevaned lous ha digalon-se a ra kement a reuz e Breizh... N’hoc’h eus ket e welet ?... Ho tigarez c’hoazh, c’hwi eo an dimezell a Vodenil ?

Unan anezhe a yeas d’ar gwele hag a zigoras ar ridoch :

– Unan ac’hanomp eo, emezañ, o welet e zilhad.

– Komzit goustad, eme Ivona ; kousket eo, diwallit d’e zihunañ.

Hag ar Re Wenn a yeas er-maez. P’oant aet pell a-walc’h, ar plac’h yaouank kalonek a lavaras d’an tec’her :

– Savit hag it gant hoc’h hent, n’eus mui riskl ebet evidoc’h.

An dispac’her a yoa teneraet e galon hag a falvezas dezhañ trugarekaat e vadoberourez. Kouezhet e oa d’an daoulin.

– Savit, emezi gant ur vouezh un tammig rust. Graet em eus va dlead. Evidoc’h-hu, distroit da gaout ho tud ; lavaret a reot d’ho pugale penaos e oar ar Gristenien bezañ madelezhus e-keñver ar re o deus graet droug dezho.

Hag e tiskouezas an nor dezhañ gant he biz. Mont a reas er-maez.

O tennañ neuze un huanadenn hir, an emzivadez a zaoulinas, he divrec’h e kroaz dirak ar grusifi ; ha neuze hep diaesamant, o pouezañ pep ger, ez eas betek penn gant pedenn hor Salver !...

He dremm a yoa sklêrijennet ha sederaet gant ur peoc’h dudius. Santout a reas he c’halon beuzet en ur mor a levenez. O vezañ savet en he sav, ez eas d’an armel gozh, e lec’h ma kemeras ur gizell ; hag hi d’ar vered.

Hogen, e lec’h merkañ sin ar veñjañs war bez he c’hoar vihanañ, Ivona a skrivas ar ger salver : Trugarez !

D’an ampoent edo person Lokoal o tegouezhout.

– Gellout a rit bremañ reiñ din ho pennozh, a lavaras ar plac’h yaouank dezhañ gant un dremm skedus evel hini ur santez. Aet ’on betek penn gant va fater... Pardonet em eus ! PARDONIÑ A RAN...

Doue ne lez ket e vadelezh da vezañ trec’het gant hini an dud. Doue a reas ma oe degemeret Ivona e maner an itron a Revel. Kaout a reas enni un eil vamm, hag en he mab ur pried hag un difennour en em roet dezhi a-bezh.