Tristidigezh ar C’helt

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
An Oriant, Mouladennoù Dihunamb, 1935
Evezhiadenn
Adaozet hon eus ar Brezhoneg Gwened diouzh doare KLT.
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Yaouank ’on. N’em eus ket c’hoazh gwelet ugent hañv,
An heol tro-ha-tro din a skuilh e vannoù-tan,
Ar bleuñv war an avel a zegas din o c’hwezh,
Ha newazh me zo leun a velkoni dalbezh…
Perak ’ta ? Doue a oar. Pa grouas ar Breton,
Eñ ’lakaas an dristezh da chom en e galon ;

Degouezhet ’on en oad e vourrer o veviñ,
O redek er parkoù, o c’hoari, o kaniñ,
En oad ha ne soñj[a] nag e bez, nag e maen,
Nag e stêr ar vuhez ken fonnus o tremen…
E-kreiz ma flijadur, newazh, ankeniet ’on ;
Doue ’lakaas an dristezh e kalon ar Breton.

An dud tro-ha-tro din a c’hoarzh d’an nevez-hañv,
An eostig war ar barr a lâr e son vravañ,
Razh an evned a strew o fozioù gwiv en aer.
Met me, pa gemeran ma zelennig dister,
Hirvoudiñ ’ra bepred, n[e] ouzon ’met un ton :
Doue ’lakaas an dristezh e kalon ar Breton.

Pep tra a rank’fe ober din levenez :
Yaouankiz ha frankiz, bleuñv er prad, heol en neñv17,
Petra zo ret muioc’h ’vit ’n em añviñ eürus ?
Ha newazh, ar bed-mañ ne gavan ket bourrus,
Un dra bennak atav ’meus diouer dezhañ18 :
Doue ’lakaas an dristezh e kalon ar Breton.

O ma Doue, an dra-se a vank da’m c’hoantoù-den,
C’hwi eo ! Rak, war an douar ne ran nemet tremen,
Rak, n’eo ket evitañ ’mañ graet hor c’halonoù…
Met pa welimp o tont karrig gwenn an Ankoù,
’Vit hon dougen du-hont, ganeoc’h, ’barzh an neñv don :
Doue ’lakaas an dristezh e kalon ar Breton.

                   1904


16 W streh

17 W né

18 W dehoñ